Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Korintiz 3:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 evel-se an hini a blant n’eo netra, nag an hini a zoura, met Doue a laka da greskiñ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Evel‐se ’ta, an hini a blant n’eo netra, nag an hini a zoura ken neubeud, mes Doue pehini a laka da greski.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Korintiz 3:7
12 Iomraidhean Croise  

N'eo ket deomp-ni, AOTROU, n'eo ket deomp-ni, met da'z anv ro gloar, abalamour da'z madelezh, abalamour da'z kwirionez.


Ra vo madelezh an AOTROU hon Doue warnomp! Starta oberenn hon daouarn, ya, starta oberenn hon daouarn.


An holl vroadoù a zo evel netra dirazañ; evitañ ez int kontet evel mann ha distumm.


Setu n'int holl nemet moged, o oberennoù n'int nemet netra, o idoloù a zo avel ha disneuz.


Dirazañ holl annezidi an douar a zo kontet evel netra, ober a ra evel ma plij dezhañ, ken gant arme an neñvoù, ken gant annezidi an douar, ha n'eus den hag a c'hellfe herzel ouzh e zorn ha lavarout dezhañ: Petra ac'h eus graet?


Me eo ar winienn, c’hwi eo ar brankoù. An hini a chom ennon ha me ennañ, hennezh a zoug kalz a frouezh, rak hepdon ne c’hellit ober netra.


Pa em befe an donezon a brofediezh, pa anavezfen an holl visterioù hag an holl c’houiziegezh, pa em befe an holl feiz betek dilec’hiañ ar menezioù, ma ne’m eus ket ar garantez, n’on netra.


Me am eus plantet, Apolloz en deus douret, met Doue en deus lakaet da greskiñ,


An hini a blant hag an hini a zoura a zo heñvel, ha pep hini a resevo e c’hopr e-unan hervez e labour e-unan.


Foll on bet oc’h en em reiñ gloar, c’hwi eo hoc’h eus va rediet da vezañ. Rak ganeoc’h eo e tleen bezañ meulet, dre ma n’on ket bet izeloc’h e netra eget ar re wellañ eus an ebestel, petra bennak ma n’on netra.


ha lavaret en deus din: Va gras a zo a-walc’h evidout, rak va galloud en em ziskouez en dinerzded. Tennañ a rin gloar eta kentoc’h eus va dinerzhded, evit ma chomo galloud Krist ennon.


Mar soñj d’un den bezañ un dra bennak, pa n’eo netra, en em drompl e-unan.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan