Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Korintiz 3:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Piv eta eo Apolloz ha piv eo Paol, nemet servijerien hoc’h eus kredet drezo hervez m’en deus an Aotrou roet da bep hini?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Piou eta eo Paol, ha piou eo Apollos, nemed servicherien dre bere hoc’h euz credet, hervez ma’z eo bet roet da bep hini anezhe gant an Aotrou?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Korintiz 3:5
30 Iomraidhean Croise  

Reiñ a reas pemp talant da unan, daou da unan all, unan da unan all, da bep hini hervez e c’halloud, hag ez eas en hent raktal.


hervez m’o deus degaset deomp ar re o deus o gwelet adalek ar penn-kentañ hag a zo bet ministred ar ger,


Yann a respontas: Den ne c’hell resev tra ebet, nemet roet e vefe bet dezhañ eus an neñv.


Neuze ur Yuzev anvet Apolloz, un den helavar genidik eus Aleksandria, a erruas en Efez. Barrek e oa war ar Skriturioù.


E-pad ma oa Apolloz e Korint, Paol, goude bezañ tremenet dre ar broioù uhel, a zeuas da Efez. Eno e kavas un nebeud diskibien,


da vezañ servijer Jezuz-Krist e-keñver ar baganed ha da leuniañ ar garg santel eus Aviel Doue, evit ma vo kavet mat gantañ ar prof eus ar baganed, ur prof santelaet gant ar Spered-Santel.


Doue en deus lakaet en Iliz da gentañ an ebestel, d’an eil ar brofeded, d’an trede an doktored, goude ar re a ra mirakloù, ha goude-se ar re o deus an donezonoù da yac’haat, da sikour, da c’houarn, da gomz meur a yezh.


E-keñver ar breur Apolloz, e bedet em eus start da vont d’ho kavout gant ar vreudeur, met n’eo ket bet fellet dezhañ a-greñv mont bremañ. Koulskoude ez aio pa gavo tu.


Hervez gras Doue a zo bet roet din, em eus lakaet an diazez evel ur saver fur, hag unan all a vañson warnañ. Met ra eveshaio pep hini penaos e vañson warnañ.


pe Paol, pe Apolloz, pe Kefaz, pe ar bed, pe ar vuhez, pe ar marv, pe an traoù a-vremañ, pe an traoù da zont,


evel-se an hini a blant n’eo netra, nag an hini a zoura, met Doue a laka da greskiñ.


Mar gran kement-se a galon vat, em bo ar gopr, met mar gran en desped din, em eus resevet ar garg d’henn ober.


Ha ministred Krist int? Komz a ran gant follentez, bez’ on muioc’h c’hoazh, kalz muioc’h el labourioù, kalz muioc’h er goulioù, muioc’h er prizonioù, alies e riskl ar marv,


Anat mat eo penaos ez oc’h ul lizher eus Krist, ministret ganeomp, skrivet nann gant liv met gant Spered an Doue bev, nann war daolennoù maen met war daolennoù kig, war re ar galon.


Hol lakaet en deus barrek da vezañ servijerien eus un emglev nevez, nann eus al lizherenn met eus ar Spered, rak al lizherenn a lazh met ar Spered a ro ar vuhez.


Dre-se, o kaout ar ministrerezh-mañ hervez an drugarez a zo bet graet deomp, ne gollomp ket kalon.


Ne brezegomp ket ac’hanomp hon-unan, met Krist Jezuz evel an Aotrou, hag ez omp ho servijerien abalamour da Jezuz.


Met an teñzor-se hon eus e listri douar evit ma vefe meurded ar galloud roet da Zoue ha nann deomp-ni.


An holl draoù-se a zeu eus Doue, en deus hon adunvanet gantañ dre Jezuz-Krist hag en deus roet deomp ministrerezh an adunvanidigezh,


Pa’z eo gwir eta e labouromp asambles, e pedomp start ac’hanoc’h na zegemerot ket gras Doue en aner,


met en em ziskouez a reomp en holl draoù evel servijerien Doue, en un dalc’husted vras, er glac’haroù, er poanioù, en ankenioù,


graet on bet ministr anezhañ dre zonezon gras Doue a zo bet roet din dre nerzh e c’halloud.


gant ma chomot diazezet war ar feiz ha start en ho sav, hep dilezel esperañs an Aviel hoc’h eus klevet, a zo bet prezeget d’an holl grouadelezh a zo dindan an neñv, hag ez on bet graet me, Paol, ministr anezhañ.


anezhi on bet lakaet da vezañ ministr hervez ar garg en deus Doue roet din en ho keñver, evit prezeg ger Doue penn-da-benn,


Trugarekaat a ran an hini en deus va nerzhet, Jezuz-Krist hon Aotrou, dre ma en deus va c’havet feal o lakaat ac’hanon er servij,


Ra implijo pep hini an donezon en deus resevet e servij ar re all, evel merourien vat a bep gras Doue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan