Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Korintiz 3:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Breudeur, ne’m eus ket gallet komz deoc’h evel da dud speredel met evel da dud kigel, evel da vugale vihan e Krist.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Evidoun‐me, breudeur, n’em euz ket gallet komz ouzoc’h evel ouz tud spirituel; mes evel ouz tud kigus, evel ouz bugaligou er C’hrist.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Korintiz 3:1
11 Iomraidhean Croise  

Met eñ, o tistreiñ, a lavaras da Bêr: A-dreñv din, Satan! Ur wallskouer out din, rak da soñjezonoù n’emaint ket hervez an traoù a sell ouzh Doue, met hervez an traoù a sell ouzh an dud.


Rak gouzout a reomp ez eo al lezenn speredel, met me a zo kigel, gwerzhet d’ar pec’hed.


Breudeur, na vezit ket bugale er pezh a sell ouzh ho prederioù, met bezit bugale vihan e-keñver an droug hag, e-keñver ho prederioù, bezit tud c’hraet.


Mar kred unan bennak bezañ profed pe speredel, ra anavezo ez eo gourc’hemennoù an Aotrou an traoù a skrivan deoc’h.


Hag e prezegomp ur furnez e-touez ar re zivlam, ur furnez ha n’eo ket eus ar bed-mañ, nag eus renerien ar bed-mañ hag a zeu da vezañ hep galloud,


Breudeur, mar degouezh d’un den bezañ kavet en ur faot bennak, c’hwi hag a zo speredel, eeunit anezhañ gant ur spered a zouster. Laka evezh da-unan gant aon na vefes ivez temptet.


Hogen an hini a zo maget gant laezh ne gompren ket ger ar reizhder, rak ur bugel bihan eo.


Bugale vihan, skrivañ a ran deoc’h dre ma’z eo pardonet ho pec’hedoù deoc’h abalamour d’e anv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan