Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Korintiz 2:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 ha n’eo bet anavezet gant hini ebet eus renerien ar bed-mañ, rak mar o defe he anavezet, n’o defe ket kroazstaget an Aotrou a c’hloar.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 ha n’eo bet anavezet gant hini euz a renerien ar bed‐man; rag ma ho divije he anavezet, n’ho divije ket crucifiet Aotrou ar gloar.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Korintiz 2:8
22 Iomraidhean Croise  

En amzer-se Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek ha ma ec’h eus o diskuliet d’ar vugale!


An hini en deus degemeret an had e-touez an drein, eo an hini a glev ar ger, met prederioù ar bed-mañ ha tromplerezh ar pinvidigezhioù a voug ar ger hag e laka difrouezh.


Jezuz a lavaras: Tad, pardon dezho, rak n’ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d’ar sord.


Ober a raint kement-se deoc’h rak n’o deus anavezet na va Zad na me.


Ha bez’ ez eus unan bennak eus ar mestroù pe eus ar farizianed hag en defe kredet ennañ?


Lavarout a rejont eta dezhañ: Pelec’h emañ da Dad? Jezuz a respontas: N’anavezit na me na va Zad. Mar anavezfec’h ac’hanon, ec’h anavezfec’h ivez va Zad.


Rak holl dud Jeruzalem hag o fennoù, o vezañ e zizanavezet, o deus peurc’hraet en ur gondaoniñ anezhañ komzoù ar brofeded a vez lennet bep deiz sabad.


Eñ a lavaras: Tud breudeur ha tadoù, selaouit. An Doue a c’hloar en em ziskouezas da Abraham hon tad pa oa e Mezopotamia, a-raok ma chomas e Charan,


Pelec’h emañ an den fur? Pelec’h emañ ar skrib? Pelec’h emañ tabuter ar c’hantved-mañ? Doue, ha n’en deus ket troet e follentez furnez ar bed-mañ?


Hag e prezegomp ur furnez e-touez ar re zivlam, ur furnez ha n’eo ket eus ar bed-mañ, nag eus renerien ar bed-mañ hag a zeu da vezañ hep galloud,


Met o c’hlevidigezhioù a zo bet kaledet betek vremañ. Rak hiziv c’hoazh an hevelep gouel-se a chom pa vez lennet an Testamant Kozh, hep bezañ savet rak n’eo lamet nemet e Krist.


evit ma teuio Doue hon Aotrou Jezuz-Krist, an Tad a c’hloar, da reiñ deoc’h ur spered a furnez hag a ziskuliadur en e anaoudegezh,


Teñvalaet o deus o skiant, o vezañ pellaet diouzh buhez Doue abalamour d’an diouiziegezh a zo enno ha dre galeter o c’halon,


me hag a oa diagent ur mallozher, un heskiner, un den taer. Met kavet em eus trugarez dre ma raen kement-se dre ziouiziegezh, o vezañ en diskredoni,


Va breudeur, ra vo ar feiz hoc’h eus eus hon Aotrou glorius Jezuz-Krist diuntuek e-keñver diavaezioù an dud.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan