Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Korintiz 2:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 prezeg a reomp furnez Doue en ur mister, ur furnez hag a oa bet kuzhet hag a oa bet ragaozet gant Doue a-raok ar c’hantvedoù evit hor gloar,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 mes prezeg a reomp furnez Doue, en eur myster, eur furnez hag a oa kuzet, hag a oa bet destinet a bep amzer gant Doue evit hor gloar,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Korintiz 2:7
21 Iomraidhean Croise  

Digeriñ a rin va genoù evit disklêriañ barabolennoù. Embann a rin traoù kuzhet an amzerioù kozh,


En amzer-se Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek ha ma ec’h eus o diskuliet d’ar vugale!


evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Digeriñ a rin va genoù gant parabolennoù, disklêriañ a rin traoù kuzhet abaoe krouidigezh ar bed.


Rak ne fell ket din, breudeur, na oufec’h ket ar mister-mañ, evit na viot ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan, penaos ul lodenn eus Israel a zo kouezhet er galeted betek ma vo holl bobl ar baganed deuet e-barzh;


Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok, en deus ivez raktonket da vezañ heñvel ouzh skeudenn e Vab, evit ma vo hemañ ar c’hentañ-ganet e-touez meur a vreur.


Hag ar re en deus raktonket, en deus ivez o galvet. Hag ar re en deus galvet, en deus ivez o reishaet. Hag ar re en deus reishaet, en deus ivez roet gloar dezho.


Pa’z on deuet d’ho kavout, breudeur, n’on ket deuet gant komzou pe gant furnez vras evit disklêriañ deoc’h testeni Doue.


Evel-se en deus hon dibabet ennañ, a-raok krouidigezh ar bed, evit ma vimp santel ha didamall dirazañ er garantez,


evit ma teuio bremañ furnez Doue, oc’h en em ziskouez e pep seurt doare, da vezañ disklêriet dre an Iliz d’ar priñselezhioù ha d’an nerzhioù el lec’hioù neñvel,


en deus hor salvet hag hor galvet dre ur c’halvedigezh santel, nann hervez hon oberoù, met hervez e ziviz e-unan hag hervez e c’hras a zo bet roet deomp e Jezuz-Krist a-raok an amzerioù peurbadus,


en deus komzet ouzhimp en amzer diwezhañ-mañ dre e Vab, a zo bet lakaet gantañ da heritour war an holl draoù, drezañ ivez en deus krouet ar bed.


Dre ar feiz ec’h ouzomp ez eo bet graet ar bed dre c’her Doue, en hevelep doare ma n’eo ket bet graet ar pezh a weler gant traoù gwelus.


o klask anavezout e peseurt amzer hag e peseurt degouezhioù e c’hoarvezfe ar pezh a ziskoueze Spered Krist a oa enno, eñ hag a destenie diagent poanioù Krist hag ar gloar a heuilhfe anezho.


Pediñ a ran an henaourien a zo en ho touez, me hag a zo henaour ganto, test eus poanioù Krist, kenlodeg er gloar a dle bezañ diskuliet:


Hag an Doue a bep gras, en deus hor galvet d’e c’hloar peurbadus e Jezuz-Krist, goude ma ho po gouzañvet un nebeudig, ho klokaio, ho kreñvaio, ho nerzho, ho lakaio da vezañ divrall.


E c’halloud doueel en deus roet deomp kement a sell ouzh ar vuhez hag ouzh doujañs-Doue, dre anaoudegezh an hini en deus hor galvet dre e c’hloar hag e vertuz.


Ar re holl a chom war an douar a azeulo anezhañ, ar re n’eo ket skrivet o anvioù adalek krouidigezh ar bed el levr a vuhez eus an Oan a zo bet lakaet d’ar marv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan