Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Korintiz 2:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Hag e prezegomp ur furnez e-touez ar re zivlam, ur furnez ha n’eo ket eus ar bed-mañ, nag eus renerien ar bed-mañ hag a zeu da vezañ hep galloud,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Hogen, prezeg a reomp ar furnez e‐touez ar re barfet, eur furnez ha n’eo ket euz ar bed‐man, nag euz a renerien ar bed‐man pere n’ho deuz galloud e‐bed;

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Korintiz 2:6
36 Iomraidhean Croise  

Bez' e oa e bro Uz un den anvet Job. An den-se a oa gwirion hag eeun, a zouje Doue hag a zistroe diouzh an droug.


Ober a ra d'an aberzhourien kerzhout diarc'hen, hag e tiskar ar c'halloudeien.


Skuilhañ a ra an dispriz war ar briñsed, hag e tiere gouriz ar c'halloudeien.


e c'hwezh a ya digantañ, distreiñ a ra d'ar poultr, hag en deiz-se e ya da goll e c'hoantoù.


An AOTROU a stlabe kuzul ar broadoù, hag a gas da netra menozioù ar pobloù.


Evesha an den eeun, sell ouzh an den reizh, rak bez' ez eus un dazont evit an den a beoc'h.


Eñ eo an hini a gas ar briñsed da netra, hag a laka da vezañ evel mann barnerien an douar.


An hini en deus degemeret an had e-touez an drein, eo an hini a glev ar ger, met prederioù ar bed-mañ ha tromplerezh ar pinvidigezhioù a voug ar ger hag e laka difrouezh.


Jezuz a lavaras dezhañ: Mar fell dit bezañ peurvat, kae, gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon.


Bezit eta peurvat evel ma’z eo peurvat ho Tad a zo en neñvoù.


Ar mestr a veulas ar merour disleal-se abalamour m’en doe graet-se gant furnez. Rak bugale ar c’hantved-mañ a zo furoc’h eget bugale ar sklêrijenn e-keñver o rummad o-unan.


ha Doue en deus dibabet an traoù displed eus ar bed, ar muiañ disprizet hag ar re n’emaint ket, evit kas da netra ar re a zo,


Rak da unan eo roet dre ar Spered ar ger a furnez, da unan all ar ger a ouiziegezh dre an hevelep Spered,


Breudeur, na vezit ket bugale er pezh a sell ouzh ho prederioù, met bezit bugale vihan e-keñver an droug hag, e-keñver ho prederioù, bezit tud c’hraet.


Pa’z on deuet d’ho kavout, breudeur, n’on ket deuet gant komzou pe gant furnez vras evit disklêriañ deoc’h testeni Doue.


Ha komz a reomp diwar o fenn, nann gant al lavarioù a zesk furnez an dud, met gant ar re a zesk ar Spered-Santel, o tisplegañ traoù speredel d’ar re a zo speredel.


ha n’eo bet anavezet gant hini ebet eus renerien ar bed-mañ, rak mar o defe he anavezet, n’o defe ket kroazstaget an Aotrou a c’hloar.


Breudeur, ne’m eus ket gallet komz deoc’h evel da dud speredel met evel da dud kigel, evel da vugale vihan e Krist.


Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c’houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.


A-hend-all, breudeur, en em laouenait, klaskit bezañ peurvat, en em frealzit, bezit en un hevelep soñj, bevit e peoc’h, hag an Doue a garantez hag a beoc’h a vo ganeoc’h.


Mar d-eo hon Aviel kuzhet, ez eo kuzhet evit ar re a ya da goll,


evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c’hlevidigezh gant doue ar c’hantved-mañ, evit na vefent ket sklêrijennet gant ar gouloù eus Aviel glorius Krist, eñ hag a zo skeudenn Doue.


hoc’h eus kerzhet gwechall enno hervez giz ar bed-mañ, hervez priñs nerzh an aer, ar spered a labour bremañ e mibien an disentidigezh.


Eñ eo an hini a brezegomp, oc’h aliañ pep den hag o kelenn pep den e pep furnez, evit lakaat pep den da vezañ peurvat e Krist Jezuz.


Epafraz hag a zo eus ho touez a salud ac’hanoc’h. Ur servijer eus Krist eo, ne baouez ket da stourm evidoc’h en e bedennoù, evit ma viot peurvat ha peurc’hraet en holl volontez Doue.


Met ar boued kreñv a zo evit an dud en oad, evit ar re hag o deus dre gustum o skiant doareet da ziforc’hiñ ar mad diouzh an droug.


Setu perak, o lezel ar c’hentelioù kentañ eus Krist, en em roomp d’ar barfeted, hep lakaat a-nevez an diazez eus nac’hidigezh an oberoù marv, eus ar feiz e Doue,


Hounnezh n’eo ket ar furnez a zeu eus an nec’h, met douarel eo, kigel, diaoulek.


Strebotiñ a reomp holl e meur a dra. Ma ez eus unan bennak ha ne strebot ket pa gomz, un den peurvat eo, un den a c’hell mestroniañ ivez e gorf a-bezh.


Hag an Doue a bep gras, en deus hor galvet d’e c’hloar peurbadus e Jezuz-Krist, goude ma ho po gouzañvet un nebeudig, ho klokaio, ho kreñvaio, ho nerzho, ho lakaio da vezañ divrall.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan