Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Korintiz 2:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Va c’homz ha va frezegenn n’int ket bet dalc’het e lavarioù fromus furnez an den, met en un diskouezadur a Spered hag a c’halloud,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Ha n’em euz ket impliet, en eur gomz hag en eur brezeg deoc’h, ar c’homzou eloquant euz a furnez ar bed, mes roet em euz preuvennou sclear euz ar spered hag euz ar galloud a Zoue;

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Korintiz 2:4
28 Iomraidhean Croise  

An droukkomzer a ziskuilh ar sekredoù, pella eta diouzh an hini a gar digeriñ e vuzelloù.


Dre he lavaroù hoalus e laka anezhañ da zont, dre lubanerezh he muzelloù e redi anezhañ.


Rak klevet em eus kunujennoù a-berzh kalz a dud: Spouron a bep tu! Tamallit-eñ, hag e damall a raimp! An holl re a oa e peoc'h ganin a zo war spi evit gwelout hag e kouezhin: Marteze e vo paket ha neuze e trec'himp warnañ, hag en em veñjimp dioutañ!


O gweledigezhioù a zo aner hag o diouganoù touellus, pa lavaront: Disklêriet en deus an AOTROU! Met n'en deus ket an AOTROU kaset anezho, ha lakaet o deus da esperout e vefe sevenet o c'homz.


rak disklêriet em eus deoc’h holl guzul Doue, hep kuzhat netra.


Agrippa a lavaras da Baol: Emaon kazi gounezet ganit da vezañ kristen.


Ra zeuio Doue an esperañs d’ho leuniañ eta a bep seurt levenez ha peoc’h er feiz, evit ma kreskot en esperañs dre c’halloud ar Spered-Santel.


dre c’halloud ar mirakloù hag ar burzhudoù, dre c’halloud Spered Doue, en hevelep doare ma em eus skuilhet dre holl Aviel Krist adalek Jeruzalem hag ar broioù nesañ betek Illiria.


Rak ar seurt tud-se ne servijont ket an Aotrou Jezuz-Krist, met o c’hof o-unan; dre gomzoù dous ha melus, e tromplont kalonoù a re zizrouk.


Rak n’eo ket evit badeziñ en deus Krist va c’haset, met evit prezeg an Aviel, nann gant furnez ar gomz, evit na vefe ket rentet didalvoud kroaz Krist.


Pa’z on deuet d’ho kavout, breudeur, n’on ket deuet gant komzou pe gant furnez vras evit disklêriañ deoc’h testeni Doue.


Ha komz a reomp diwar o fenn, nann gant al lavarioù a zesk furnez an dud, met gant ar re a zesk ar Spered-Santel, o tisplegañ traoù speredel d’ar re a zo speredel.


Rak rouantelezh Doue n’emañ ket er c’homzoù met er galloud.


er burentez, en anaoudegezh, er basianted, en douster, er Spered-Santel, en ur garantez gwirion,


Rak daoust ha klask a ran kendrec’hiñ an dud pe Doue? Ha klask a ran plijout d’an dud? Mar deufen da blijout d’an dud, ne vefen ket servijer Krist.


Lavarout a ran kement-se evit na dromplo den ac’hanoc’h gant prezegennoù touellus.


rak hon Aviel n’eo ket bet kemennet deoc’h gant komzoù hepken, met ivez gant galloud, gant ar Spered-Santel, ha gant ur surentez leun; c’hwi a oar penaos omp en em renet en ho touez hag e-keñver ac’hanoc’h.


Diskuliet e voe dezho penaos ne oa ket evito o-unan met evidomp-ni e oant ministred eus an traoù-se, a zo bet disklêriet deoc’h bremañ gant ar re o deus prezeget an Aviel deoc’h dre ar Spered-Santel degaset eus an neñv, traoù hag a garfe an aeled o gwelout betek ar foñs.


Rak n’eo ket oc’h heuliañ mojennoù savet gant ampartiz hon eus roet deoc’h da anavezout galloud ha donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist, met goude bezañ gwelet e splannder gant hon daoulagad hon-unan.


O terc’hel lavarioù c’hwezhet gant fouge, e tennont dre zroukc’hoantoù ar c’hig hag gant an hudurniezh tud hag o doa nebeud a-raok tec’het diouzh ar re a vev en diroll,


D'ar seizhvet deiz e lavarjont da wreg Samzun: Hoal da waz evit ma tisplego deomp an divinadell, anez da-se e tevimp ac'hanout, te ha ti da dad. Hor pedet hoc'h eus evit hon diwiskañ, n'eo ket?


Priñsed ar Filistined a bignas d'he c'havout hag a lavaras dezhi: Hoal anezhañ, anavez dioutañ a-belec'h e teu e nerzh bras ha penaos e c'hellfemp e drec'hiñ, evit ma c'hellimp e eren hag e vestroniañ. Pep hini ac'hanomp a roio dit kant dek pezh arc'hant.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan