Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Korintiz 13:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Pa em befe an donezon a brofediezh, pa anavezfen an holl visterioù hag an holl c’houiziegezh, pa em befe an holl feiz betek dilec’hiañ ar menezioù, ma ne’m eus ket ar garantez, n’on netra.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Ha pa’m befe an donezon da brofetisa, ha pa anavezfen an holl mysteriou hag an holl skiantchou; ha pa’m befe an holl feiz beteg diblasi ar meneziou; ma n’em euz ket ar garantez, n’ed oun netra.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Korintiz 13:2
38 Iomraidhean Croise  

Jezuz a respontas dezho: Dre ma’z eo roet deoc’h da anavezout misterioù rouantelezh an neñvoù, ha ma n’eo ket roet kement-se dezho.


Abalamour d’ho tiskredoni eo, a lavaras Jezuz dezho. Me a lavar deoc’h e gwirionez, mar ho pije feiz kement hag ur c’hreunenn sezo, e lavarfec’h d’ar menez-se: Kae ac’hann aze, hag ez afe. Netra ne vefe dibosupl deoc’h.


O welout ur wezenn-fiez war an hent, e tostaas outi, met ne gavas enni nemet delioù, hag e lavaras dezhi: Ra ne zeuio biken frouezh ac’hanout! Raktal ar wezenn-fiez a sec’has.


Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec’h ket, n’eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d’ar wezenn-fiez e rajec’h, met pa lavarjec’h d’ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raje.


Bez’ e oa en Iliz Antioch profeded ha doktored: Barnabaz, Simeon anvet Niger, Lusiuz ar Sirenad, Manahen a oa bet savet gant Herodez an tetrark, ha Saol.


Rak ne fell ket din, breudeur, na oufec’h ket ar mister-mañ, evit na viot ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan, penaos ul lodenn eus Israel a zo kouezhet er galeted betek ma vo holl bobl ar baganed deuet e-barzh;


Va breudeur, me am eus an diarvar ez oc’h leun a vadelezh, karget a bep anaoudegezh, barrek d’en em aliañ an eil egile.


D’an hini a c’hell ho nerzhañ hervez va Aviel hag hervez ar pezh a zo bet prezeget gant Jezuz-Krist, a glot gant diskuliadur ar mister kuzhet e-pad meur a gantved,


Pep den hag a bed pe a brofed goloet e benn, a zizenor e vestr.


Doue en deus lakaet en Iliz da gentañ an ebestel, d’an eil ar brofeded, d’an trede an doktored, goude ar re a ra mirakloù, ha goude-se ar re o deus an donezonoù da yac’haat, da sikour, da c’houarn, da gomz meur a yezh.


Pa gomzfen yezhoù an dud hag an aeled, ma ne’m eus ket ar garantez, ez on evel un arem a son pe evel ur simbalenn a dregern.


Pa ginnigfen va holl vadoù, pa rofen va c’horf evit bezañ devet, ma ne’m eus ket ar garantez, kement-se ne servij din da netra.


Ar garantez ne baouezo biken. Ar profediezhioù a echuo, ar yezhoù a ehano, ar c’houiziegezh a echuo.


Ra ne vo nemet daou pe dri brofed o komz, ha ra varno ar re all.


Evel-se, breudeur, c’hoantait gant gred ar brofediezh ha na harzit ket da gomz e yezhoù.


An hini a gomz e yezh a genteilh e-unan, met an hini a brofed a genteilh an Iliz.


Setu, e lavaran deoc’h ur mister: Ne varvimp ket holl, met holl e vimp cheñchet


Ma ez eus unan bennak na gar ket an Aotrou Jezuz-Krist, ra vo milliget! Maranata!


Ra vimp sellet gant pep hini evel servijerien Krist ha merourien misterioù Doue.


An amdroc’h n’eo netra hag an diamdroc’h n’eo netra, met miridigezh gourc’hemennoù Doue eo an holl draoù.


Dre-se eta, evit ar pezh a sell debriñ traoù aberzhet d’an idoloù, ec’h ouzomp penaos un idol n’eo netra er bed ha penaos n’eus nemet un Doue hepken.


Foll on bet oc’h en em reiñ gloar, c’hwi eo hoc’h eus va rediet da vezañ. Rak ganeoc’h eo e tleen bezañ meulet, dre ma n’on ket bet izeloc’h e netra eget ar re wellañ eus an ebestel, petra bennak ma n’on netra.


Lavarout a ran eta: Kerzhit dre ar Spered, ne gasot ket da benn c’hoantoù ar c’hig.


Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc’h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,


Mar soñj d’un den bezañ un dra bennak, pa n’eo netra, en em drompl e-unan.


ha dre eno e c’hellit kompren en ur lenn pehini eo an anaoudegezh am eus diwar-benn mister Krist,


hag evidon-me ivez, evit ma vo roet din da gomz gant frankiz hag hardizhegezh, evit reiñ da anavezout mister an Aviel


ar mister a oa kuzhet e-pad an holl gantvedoù hag an holl oadoù, met a zo bremañ disklêriet d’e sent.


Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.


An hini na gar ket n’en deus ket anavezet Doue, rak Doue a zo karantez.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan