Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Korintiz 12:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Dre-se e tisklêrian deoc’h penaos den ebet hag a gomz dre Spered Doue ne lavar: Jezuz a zo milliget! Ha den ne c’hell lavarout: Jezuz a zo an Aotrou! nemet dre ar Spered-Santel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Rag‐se e tisclerian deoc’h penaos den e‐bed, o komz dre Spered Doue, na lavar ez eo Jesus milliget, ha penaos den na hell lavaret eo Jesus an Aotrou, nemed dre ar Spered‐Santel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Korintiz 12:3
19 Iomraidhean Croise  

Evel-se e vo, eus perzh an AOTROU, gopr va heskinerien, hag ar re a lavar droug a-enep din.


Jezuz a lavaras dezho: Penaos eta e c’halv David anezhañ, dre ar Spered, Aotrou, pa lavar:


Met Jezuz a lavaras: Na zifennit ket-se, rak n’eus den a rafe mirakloù em anv hag a c’hellfe kerkent droukkomz ac’hanon.


Va c’hervel a rit Mestr hag Aotrou, ha gwir a lavarit rak bez’ ez on.


Mar em eus eta gwalc’het ho treid deoc’h, me an Aotrou hag ar Mestr, c’hwi a dle ivez gwalc’hiñ ho treid an eil d’egile.


Met pa vo deuet ar Frealzer a zegasin deoc’h a-berzh an Tad, ar Spered a wirionez a zeu eus an Tad, eñ a roio testeni ac’hanon.


Filip a lavaras: Mar kredez eus da holl galon, e c’hell bezañ graet. Eñ a respontas: Krediñ a ran ez eo Jezuz-Krist Mab Doue.


Mar anzavez gant da c’henoù an Aotrou Jezuz ha mar kredez en da galon en deus Doue e adsavet a-douez ar re varv, e vi salvet.


Rak karout a rafen bezañ va-unan milliget ha dispartiet diouzh Krist evit va breudeur, va c’herent hervez ar c’hig,


Ma ez eus unan bennak na gar ket an Aotrou Jezuz-Krist, ra vo milliget! Maranata!


koulskoude ni n’hon eus nemet un Doue hepken, an Tad, e teu an holl draoù dioutañ hag ez omp-ni evitañ, hag un Aotrou hepken, Jezuz-Krist, a zo an holl draoù drezañ hag emaomp-ni drezañ.


Rak mar deufe unan bennak da brezeg deoc’h ur Jezuz all disheñvel diouzh an hini hon eus prezeget, pe mar resevfec’h ur Spered all disheñvel diouzh an hini hoc’h eus resevet, pe un Aviel all disheñvel diouzh an hini hoc’h eus degemeret, en gouzañvfec’h mat.


N’eo ket e vefemp barrek ac’hanomp hon-unan da soñjal un dra bennak evel pa deufe ac’hanomp, met hor galloud a zeu eus Doue.


Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,


e gorf marv ne dremeno ket an nozvezh ouzh ar c'hoad, met sebeliañ a ri anezhañ an deiz-se, rak ur vallozh eus Doue eo kement hini a zo krouget, ha ne saotro ket ar vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit evel hêrezh.


Bez’ e voen estlammet er spered da zeiz an Aotrou, hag e klevis a-dreñv din ur vouezh kreñv evel hini un drompilh,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan