Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Korintiz 11:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Breudeur, meuliñ a ran ac’hanoc’h abalamour ma hoc’h eus soñj ac’hanon e pep tra ha ma virit va c’helennadurezh evel ma em eus he roet deoc’h.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Breudeur, ho meuli a ran abalamour ma talc’hit sonj ac’hanoun en pep tra, ha ma virit va c’helenadurezou, evel ma em euz ho roet deoc’h.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Korintiz 11:2
12 Iomraidhean Croise  

Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec’h heulient holl c’hourc’hemennoù hag urzhioù an Aotrou en un doare divlam.


Hogen er pezh ez an da lavarout deoc’h, n’ho meulan ket. En em zastum a rit, n’eo ket evit gwellaat, met evit fallaat.


Ha n’hoc’h eus ket ho tiez evit debriñ hag evit evañ? Pe e tisprizit Iliz Doue, hag e rit mezh d’ar re n’o deus netra? Petra a lavarin deoc’h? Ho meuliñ a rin? Ne veulan ket ac’hanoc’h evit kement-se.


hag oc’h salvet drezañ, mar en mirit start evel ma em eus e brezeget deoc’h. Anez o pefe kredet en aner.


Abalamour da gement-se eo em eus kaset deoc’h Timote, va mab karet-mat ha feal en Aotrou. Degas a raio soñj deoc’h eus va hentoù e Krist ha penaos e prezegan dre holl en holl Ilizoù.


A-hend-all, ra gerzho pep hini hervez ar pezh en deus an Aotrou roet dezhañ hag hervez ar galv en deus resevet digant Doue. Setu ar pezh a c’hourc’hemennan en holl Ilizoù.


Bet oc’h hon heñvelerien ha re hon Aotrou, o vezañ resevet ar ger e-touez kalz a c’hlac’haroù, gant levenez ar Spered-Santel,


Met bremañ Timote, o vezañ distroet eus ho kichen d’hor c’havout, en deus degaset deomp keloù mat eus ho feiz hag eus ho karantez; lavaret en deus deomp e virit ur soñj mat ac’hanomp, o c’hoantaat hor gwelout evel ma c’hoantaomp hon-unan ho kwelout.


Dre-se, breudeur, chomit start ha dalc’hit ar gelennadurezh hoc’h eus resevet dre gomz pe dre hol lizher.


Breudeur, gourc’hemenn a reomp deoc’h en anv hon Aotrou Jezuz-Krist da bellaat diouzh pep breur a vev en dizurzh ha nann hervez ar gelennadurezh hoc’h eus bet diganeomp.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan