Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Korintiz 10:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 o deus debret holl eus an hevelep boued speredel,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 hag ho deuz holl debret euz ar memeus boued spirituel;

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Korintiz 10:3
9 Iomraidhean Croise  

Roet ec'h deus dezho bara eus an neñvoù evit o naon, graet ec'h eus dont er-maez eus ar roc'h dour evit o sec'hed, ha lavaret ec'h eus dezho mont da berc'hennañ ar vro az poa savet da zorn reiñ dezho.


Roet ec'h eus dezho da Spered mat evit m'o defe poell enno, ne'c'h eus ket lamet ar mann eus o genoù, ha roet ec'h eus dezho dour evit o sec'hed.


Pa c'houlennjont e kasas koailhed dezho, hag o gwalc'h a roas dezho eus bara an neñv.


Mibien Israel a welas, hag e lavarjont an eil d'egile: Petra eo? Rak ne ouient ket petra e oa. Ha Moizez a lavaras: Ar bara eo a ro an AOTROU deoc'h da zebriñ.


Mibien Israel a zebras ar mann e-pad daou-ugent vloaz, betek ma voent deuet da ur vro a c'helled chom enni. Debriñ a rejont ar mann betek ma voent deuet da harzoù bro Ganaan.


Neuze an AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, ez an da lakaat bara da gouezhañ eus an neñv; ar bobl a zeuio er-maez hag e tastumint bemdez ar pezh a zo ret evit un devezh, hag ec'h amprouin hag-eñ e kerzhint em lezenn pe nann.


Da izelaet en deus ha da lezet da gaout naon, met roet en deus dit da zebriñ ar mann, n'anavezes ket ha n'anaveze ket da dadoù, evit reiñ da c'houzout dit penaos an den ne vev ket gant bara hepken, met penaos an den a vev gant kement a zeu eus genoù an AOTROU.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan