Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Korintiz 1:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Doue a zo feal, drezañ oc’h bet galvet da genunvaniezh e Vab Jezuz-Krist hon Aotrou.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Doue, dre behini oc’h bet galvet da gommunion he Vab Jesus‐Christ, hon Aotrou, a zo fidel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Korintiz 1:9
43 Iomraidhean Croise  

rak an AOTROU a zo mat, e vadelezh a chom da viken, hag e fealded a oad da oad.


Ar reizhder a vo gouriz e zivgroazell, hag ar fealded gouriz e zaougostez.


AOTROU, te eo va Doue! Da ganmeuliñ a rin, meuliñ a rin da anv, rak traoù burzhudus ac'h eus graet, da vennadoù bet divizet abaoe pell 'zo a zo sur ha gwirion.


Evel-henn e komz an AOTROU, Dasprener Israel, e Sant, d'an hini a vo disprizet gant an dud, euzhus d'ar bobl, sklav ar renerien: Rouaned a welo anezhañ hag e savint, priñsed ivez hag e stouint dirazañ, abalamour d'an AOTROU a zo feal, ha da Sant Israel en deus da zibabet.


Doue n'eo ket un den evit gaouiadiñ, nag ur mab-den evit kaout keuz. Lavaret en deus, ha ne raio ket? Komzet en deus, ha ne gaso ket da benn?


An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.


evit ma vint holl unan, evel ma’z out ennon, Tad, hag evel ma’z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed ec’h eus va c’haset.


Met mar d-eo lamet kuit hiniennoù eus ar brankoù, ha mar d-out-te, olivezenn gouez, bet imboudet en o lec’h ha deuet da gaout lod e gwrizienn hag e chug an olivezenn,


Gouzout a reomp penaos pep tra a dro da vad evit ar re a gar Doue, ar re a zo galvet hervez e ziviz.


Hag ar re en deus raktonket, en deus ivez o galvet. Hag ar re en deus galvet, en deus ivez o reishaet. Hag ar re en deus reishaet, en deus ivez roet gloar dezho.


en hor c’heñver hag en deus galvet, nann hepken a-douez ar Yuzevien met ivez a-douez ar baganed?


Ha drezañ eo ez oc’h e Jezuz-Krist, an hini a zo bet graet deomp a-berzh Doue, furnez, reizhder, santeladur ha dasprenadur,


Temptadur ebet n’eo deuet deoc’h ha na vefe ket kumun d’an dud. Met Doue a zo feal ha ne lezo ket ho temptañ en tu all d’ho nerzh ha, gant an temptadur, e tiskouezo ivez an hent da zont er-maez evit ma c’hellot e c’houzañv.


An hanaf a vennozh a vennigomp, ha n’eo ket ar genunvaniezh ouzh gwad Krist? Ar bara a dorromp, ha n’eo ket ar genunvaniezh ouzh korf Krist?


Met Doue a zo feal, hag ar ger hoc’h eus resevet diganeomp n’eo ket bet “ya” ha “nann”.


Met pa’z eo bet plijet gant Doue, en doa va dibabet adalek kof va mamm hag en deus va galvet dre e c’hras,


Kroazstaget on bet asambles gant Krist ha, mar bevan, n’eo ket me ken a vev met Krist eo a vev ennon. Mar bevan c’hoazh er c’hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue en deus va c’haret hag a zo en em roet e-unan evidon.


da c’houzout eo penaos ar baganed a zo kenheritourien, a reont un hevelep korf hag a gemeront lod en e bromesa e Krist dre an Aviel,


Eñ eo ar roc'h, e oberoù a zo peurvat, e holl hentoù a zo ur varnedigezh, un Doue leal eo, hep direizhder, gwirion hag eeun.


Gouez eta penaos eo Doue an AOTROU da Zoue, un Doue feal a vir e emglev hag e drugarez betek ar milvet rumm d'ar re a gar anezhañ hag a vir e c'hourc'hemennoù,


En em laouenaat a ran bremañ em poanioù evidoc’h, hag e peurechuan em c’hig da c’houzañv an dilerc’h eus poanioù Krist evit e gorf hag a zo an Iliz,


evit m’en em renit en un doare dellezek eus Doue a c’halv ac’hanoc’h d’e rouantelezh ha d’e c’hloar.


Ho kalvet en deus da gement-se dre hon Aviel, evit ma vo ganeoc’h gloar hon Aotrou Jezuz-Krist.


An Aotrou a zo feal, eñ ho kreñvaio hag ho tiwallo diouzh an droug.


en deus hor salvet hag hor galvet dre ur c’halvedigezh santel, nann hervez hon oberoù, met hervez e ziviz e-unan hag hervez e c’hras a zo bet roet deomp e Jezuz-Krist a-raok an amzerioù peurbadus,


mar d-omp difeal, e chom feal, ne c’hell ket en em nac’h e-unan.


en esperañs ar vuhez peurbadus he deus Doue prometet a-raok an amzerioù peurbadus, eñ ha ne c’hell ket gaouiadiñ,


Dalc’homp start anzavadenn hon esperañs, rak an hini en deus graet ar bromesa a zo feal.


Dre ar feiz ivez Sara a resevas ar galloud da goñsev hag, en desped d’he oad, e c’hanas ur bugel, abalamour ma he doa kredet e oa feal an hini en doa graet ar bromesa.


Dre-se eo bet ret ma teuje e pep tra heñvel ouzh e vreudeur, evit ma vije ur beleg meur trugarezus ha feal en traoù a sell ouzh Doue, evit dasprenañ pec’hedoù ar bobl,


Rak-se, breudeur santel o deus lod er c’halvidigezh neñvel, eveshait ouzh an abostol hag ar beleg-meur eus ar feiz a anzavomp, Jezuz-Krist,


Rak deuet omp da vezañ lodennek e Krist, gant ma virimp start betek an diwezh hor fiziañs kentañ,


evit ma hor bo ur frealz galloudek, dre an daou dra digemmus-se na c’hell ket Doue gaouiadiñ enno, ni hag a glask ur repu e perc’hennidigezh nerzhus an esperañs kinniget deomp.


Hag an Doue a bep gras, en deus hor galvet d’e c’hloar peurbadus e Jezuz-Krist, goude ma ho po gouzañvet un nebeudig, ho klokaio, ho kreñvaio, ho nerzho, ho lakaio da vezañ divrall.


ar pezh hon eus gwelet ha klevet, a zisklêriomp deoc’h evit ma viot unanet ivez ganeomp. Hor c’henunvaniezh a zo gant an Tad ha gant e Vab Jezuz-Krist.


Met mar kerzhomp er sklêrijenn, evel ma’z emañ e-unan er sklêrijenn, ez omp e kenunvaniezh an eil gant egile ha gwad Jezuz-Krist e Vab hor glana a bep pec’hed.


E kement-mañ ec’h ouzomp e chomomp ennañ hag eñ ennomp: o vezañ ma en deus roet deomp eus e Spered.


Gwelout a ris an neñv digor ha setu, ur marc’h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a zo galvet Feal ha Gwirion. Gant reizhder e varn hag e stourm.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan