Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Korintiz 1:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Ho kreñvaat a raio ivez betek ar fin, evit ma viot divlam e deiz hon Aotrou Jezuz-Krist.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Derc’hel a raio c’hoas d’ho krenvaad beteg ar fin, evit ma viot didamal en deiz hon Aotrou Jesus‐Christ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Korintiz 1:8
29 Iomraidhean Croise  

Rak divrec'h ar re zrouk a vo torret, met an AOTROU a sikour ar re reizh.


Rak an AOTROU a gar ar reizhder, ne zilezo ket e re garet-mat, diwallet int da viken, met lignez an dud fall a zo lamet kuit.


Rak, evel ma teu ul luc’hedenn da lugerniñ adalek ur penn pellañ eus an oabl betek ar penn all, evel-se e vo Mab an den en e zeiz.


Evel-se e vo ivez en deiz ma en em ziskouezo Mab an den.


Piv out-te evit barn servijer unan all? Mar dalc’h en e sav pe mar kouezh, d’e vestr eo da varn anezhañ. Met e chomo e en sav rak Doue a zo galloudus evit e lakaat da chom en e sav.


D’an hini a c’hell ho nerzhañ hervez va Aviel hag hervez ar pezh a zo bet prezeget gant Jezuz-Krist, a glot gant diskuliadur ar mister kuzhet e-pad meur a gantved,


Rak ar grouadelezh a zo o c’hortoz gant ur c’hoant start ma vo diskuliet mibien Doue,


labour pep hini a vo en em ziskouezet, rak an deiz en roio da anavezout, dre ma vo diskuliet dre an tan; hag an tan a amprouo petra eo labour pep hini.


ra vo lakaet un hevelep den etre daouarn Satan, evit ma vo distrujet ar c’hig ha ma vo salvet ar spered e deiz an Aotrou Jezuz.


Rak ne skrivomp deoc’h netra all nemet ar pezh a lennit hag ivez a anzavit. Esperout a ran en anzavot betek an diwezh,


evel ma hoc’h eus ivez anzavet un tamm ez omp ho kloar, hag evel ma viot ivez hon hini e deiz an Aotrou Jezuz.


An hini en deus hon nerzhet ganeoc’h e Krist hag en deus hon olevet eo Doue,


evit he lakaat dirazañ evel an Iliz leun a c’hloar, hep saotr na roufenn na netra eus ar seurt-se, met santel ha divlam.


evit ma c’hellot anavezout an traoù a zo dispar ha ma viot glan ha divlam a-benn deiz Jezuz-Krist,


Krediñ a ran gant fiziañs penaos an hini en deus deraouet an oberenn vat-se ennoc’h he feurc’hraio betek deiz Jezuz-Krist.


a zo bremañ adunvanet gantañ e-barzh korf e gig, dre e varv, evit ho lakaat d’en em ziskouez dirazañ santel, disi ha didamall,


gwriziennet ha diazezet ennañ, kreñvaet er feiz evel ma hoc’h eus bet desket, o fonnañ enni gant trugarezioù.


ha ra nerzho ho kalonoù evit ma vint didamall er santelezh dirak Doue hon Tad, pa zeuio hon Aotrou Jezuz-Krist gant e holl sent.


gouzout mat a rit hoc’h-unan penaos deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz.


n’en em lezot ket da vezañ brañsellet gant nebeut a dra en ho soñjoù, ha da vezañ nec’het gant ur spered, gant ur ger pe gant ul lizher a vefe lavaret dont eus hor perzh, evel ma vefe aze dija deiz Krist.


An Aotrou a zo feal, eñ ho kreñvaio hag ho tiwallo diouzh an droug.


Dre-se ivez eo e c’houzañvan an traoù-mañ, met ne’m eus ket mezh rak gouzout a ran e piv em eus kredet, hag on asur penaos eo galloudek evit mirout ar pezh a zo bet fiziet ennon betek an deiz-se.


Ra roio an Aotrou dezhañ kaout trugarez dirak an Aotrou en deiz-se. Gouzout a rez gwelloc’h eget den pegement eo bet talvoudus din en Efez.


Hag an Doue a bep gras, en deus hor galvet d’e c’hloar peurbadus e Jezuz-Krist, goude ma ho po gouzañvet un nebeudig, ho klokaio, ho kreñvaio, ho nerzho, ho lakaio da vezañ divrall.


Deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz. En amzer-se an neñv a dremeno gant trouz vras, an elfennoù entanet a vo teuzet, an douar gant an oberoù a zo ennañ a vo devet holl.


Setu perak, re garet-mat, o c’hortoz an traoù-se, en em nerzhit da vezañ kavet er peoc’h, didarch ha direbech dirazañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan