Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Korintiz 1:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 en hevelep doare ma ne vank donezon ebet deoc’h-c’hwi hag a c’hortoz emziskouez hon Aotrou Jezuz-Krist.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 en hevelep doare ne vank donezon e‐bed deoc’h‐hu, pere a c’hortoz ma vezo diskouezet hon Aotrou Jesus‐Christ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Korintiz 1:7
25 Iomraidhean Croise  

Gortozet em eus da silvidigezh, o Aotrou!


Neuze, rouantelezh an neñvoù a vo heñvel ouzh dek gwerc’hez a gemeras o lampoù ganto hag a yeas da ziaraogiñ ar pried.


Bezit evel tud a c’hortoz ma tistroio o mestr eus an eured, evit pa zeuio ha pa skoio war an nor ma tigorint dezhañ raktal.


Evel-se e vo ivez en deiz ma en em ziskouezo Mab an den.


Rak ar grouadelezh a zo o c’hortoz gant ur c’hoant start ma vo diskuliet mibien Doue,


ha n’eo ket hi hepken, met ni ivez, en ur gaout frouezh kentañ ar Spered, e huanadomp ivez ennomp hon-unan o c’hortoz an advugelañ, dasprenadur hor c’horf.


Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c’halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.


Rak e petra oc’h bet disteroc’h eget an Ilizoù all, nemet en dra ma ne’m eus ket bec’hiet ac’hanoc’h? Pardonit din ar gwall-se.


Rak evidomp, dre ar Spered, e c’hortozomp eus ar feiz esperañs ar reizhder.


Evidomp-ni, emaomp keodedourien an neñv, a-belec’h e c’hortozomp ivez ar Salver, an Aotrou Jezuz-Krist.


Pa en em ziskouezo Krist, hor buhez, neuze en em ziskouezot ivez gantañ er gloar.


hag evit gortoz eus an neñv e Vab en deus adsavet a varv, Jezuz, an hini a zieub ac’hanomp eus ar gounnar da zont.


ha ma rofe deoc’h-c’hwi a zo glac’haret, an diskuizh ganeomp, pa en em ziskouezo an Aotrou Jezuz eus an neñv gant aeled e c’halloud, e-kreiz flammoù-tan,


Diwar vremañ ar gurunenn a reizhder a zo lakaet evidon a-du; an Aotrou, ar barner reizh, a roio anezhi din en deiz-se, ha nann hepken din-me met ivez d’ar re holl o devo karet e zonedigezh.


o c’hortoz an esperañs benniget hag emziskouez gloar hon Doue bras ha Salver Jezuz-Krist,


en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec’hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec’hed d’ar re en gortoz evit ar silvidigezh.


Dre-se gourizit divgroazell ho klevidigezh, bezit poellek, gortozit gant un esperañs peurvat ar c’hras a vo degaset deoc’h da emziskuliadur Jezuz-Krist,


Met en em laouenait o vezañ ma hoc’h eus lod e poanioù Krist, evit ma viot ivez leuniet eus ul levenez vras-meurbet pa vo diskuliet e c’hloar.


Ha pa zeuio ar Mesaer meur, e vo roet deoc’h ar gurunenn divreinus a c’hloar.


o c’hortoz hag o hastañ donedigezh deiz Doue, ma vo teuzet an neñv entanet ha ma en em fonto an elfennoù devet?


Re garet-mat, ni a zo bremañ bugale Doue hag ar pezh a vimp n’eo ket bet c’hoazh diskouezet. Met anavezout a reomp penaos pa vo diskouezet, e vimp heñvel outañ abalamour ma welimp anezhañ evel ma’z emañ.


en em zalc’hit e karantez Doue, o c’hortoz trugarez hon Aotrou Jezuz-Krist evit ar vuhez peurbadus.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan