Met n’en em lakaan e poan eus netra ha va buhez n’eo ket prizius din, gant ma peurechuin gant levenez va redadenn hag ar ministrerezh am eus resevet digant an Aotrou Jezuz evit prezeg an Aviel eus gras Doue.
En noz war-lerc’h, an Aotrou a zeuas d’e gavout hag a lavaras: Paol, az pez kalon vat, rak, evel ma ec’h eus roet testeni e Jeruzalem diwar va fenn, e vo ret dit ivez reiñ testeni e Rom.
O vezañ merket un deiz dezhañ, e teujont en niver brasoc’h d’e lojeiz. Hag adalek ar beure betek an noz, e prezegas dezho rouantelezh Doue, o reiñ testeni hag o lakaat anezho da grediñ diwar-benn Jezuz, dre lezenn Moizez ha dre ar brofeded.
dre c’halloud ar mirakloù hag ar burzhudoù, dre c’halloud Spered Doue, en hevelep doare ma em eus skuilhet dre holl Aviel Krist adalek Jeruzalem hag ar broioù nesañ betek Illiria.
pa zeuio en deiz-se evit resev gloar en e sent hag evit bezañ gwelet gant boem e-touez ar re holl o devo kredet, rak kredet hoc’h eus d’an testeni hon eus douget deoc’h.
Me, ho preur Yann, unanet deoc’h en anken, er rouantelezh hag er c’hendalc’husted e Jezuz-Krist, edon en enezenn anvet Patmoz abalamour da c’her Doue hag abalamour da desteni Jezuz-Krist.
An aerouant en em fuloras a-enep ar wreg. Mont a reas d’ober brezel d’ar peurrest eus he lignez, d’ar re a vir gourc’hemennoù Doue hag o deus testeni Jezuz-Krist.
Me a gouezhas d’e dreid evit e azeuliñ, met eñ a lavaras din: Diwall d’ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur o deus testeni Jezuz. Azeul Doue, rak testeni Jezuz eo ar spered a brofediezh.
Pa zigoras ar pempvet siell, e welis dindan an aoter eneoù ar re a oa bet lakaet d’ar marv abalamour da c’her Doue hag abalamour d’an testeni o doa roet.