David ha pennoù an arme a lakaas a-du, evit ar servij, a-douez mibien Azaf, Heman ha Jedutun, ar re a oa profeded gant telennoù, gant lourennoù ha gant simbalennoù. Ha setu niver an dud implijet evit ar servij-se, hervez o c'harg:
eus Jedutun: mibien Jedutun: Gedalia, Zeri, Izaia, Hashabia, Matitia, Shimei, c'hwec'h anezho, dindan urzh o zad Jedutun a brofede gant an delenn evit trugarekaat ha meuliñ an AOTROU ;
An holl re-se a oa dindan urzh o zadoù evit ar c'han e ti an AOTROU , gant simbalennoù, lourennoù ha telennoù, evit servij ti Doue. Azaf, Jedutun hag Heman a oa dindan urzhioù ar roue.
Ar ganerien mibien Azaf en em zalc'he en o lec'h, hervez gourc'hemenn David, Azaf, Heman ha Jedutun gwelour ar roue, hag ar borzhierien a oa ouzh pep dor. N'o doe ket da guitaat o servij, rak o breudeur Levited a briente ar pezh a oa evito.
Matania mab Mika, mab Zabdi, mab Azaf, a oa mestr evit lañsañ ar meuleudioù er bedenn; ha Bakbukia, an eil a-douez e vreudeur; hag Abda mab Shammua, mab Galal, mab Jedutun;