Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 9:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Holl re Israel a voe enrollet el lignezouriezh, ha setu ez int marilhet e Levr Rouaned Israel. Ha Juda a voe harluet da Vabilon en abeg d'o difealded.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 9:1
22 Iomraidhean Croise  

Diwar-benn nemorant oberoù Jeroboam, penaos e reas ar brezel ha penaos e renas, kement-se a zo skrivet e levr danevelloù rouaned Israel.


Hag e harluas holl Jeruzalem, an holl bennoù hag an holl vrezelourien galonek, dek mil dalc'had, gant ar gilvizien hag an alc'houezerien. Ne vanas den a nemorant, nemet tud paour ar vro.


Evel-se e harluas Jojakin da Vabilon, gant mamm ar roue, gwragez ar roue, hag e spazhidi. Hag e kasas d'an harlu eus Jeruzalem da Vabilon holl dud c'halloudek ar vro.


Ar vrezelourien, seizh mil anezho, ar gilvizien hag an alc'houezerien, mil anezho, holl tud kreñv ha barrek d'ar brezel, roue Babilon o harluas evel dalc'hidi da Vabilon.


Mibien Ulam a voe brezelourien galonek o tennañ ar wareg; hag o doe kalz a vibien hag a vibien-vihan: kant hanter-kant. An holl re-se a voe mibien Benjamin.


Neuze an AOTROU a gasas a-enep dezho pennoù arme roue Asiria, a dapas Manase evit e lakaat ouzh an hern, hag e voe ereet gant ur chadenn arem doubl, hag e voe kaset da Vabilon.


Setu amañ mibien ar broviñs a bignas eus an harlu, a-douez ar re en doa Nebukadnezar roue Babilon harluet da Vabilon, hag a zistroas da Jeruzalem ha da Juda, pep hini d'e gêr.


Setu amañ ar re a bignas eus Tel-Melak, eus Tel-Harsha, eus Kerub-Adan hag eus Immer, ha na c'helljont ket diskouez ti o zadoù, nag o gouenn, na ma oant eus Israel:


Pennoù ar bobl a rejont o diazez e Jeruzalem, met nemorant ar bobl a dennas d'ar sord evit ma vefe un dekvedenn o chom e Jeruzalem, ar gêr santel, hag an nav dekvedenn all er c'hêrioù all.


Neuze va Doue a lakaas em c'halon dastum ar re vras, ar renerien hag ar bobl, evit ober an niveradeg anezho. Hag e kavis levr an niveradeg hervez o lignez eus ar re a oa pignet ar wech kentañ. Hag e kavis skrivet kement-mañ:


Ar re-se a glaskas o marilhadurioù-lignez, met ne voent ket kavet, ha neuze e voent taolet kuit eus ar velegiezh evel dic'hlan.


an den kreñv hag an den a vrezel, ar barner hag ar profed, an divinour hag an henaour,


Kêrioù ar c'hreisteiz a zo prennet, n'eus den da zigeriñ anezho, Juda en e bezh a zo kaset en dalc'hidigezh, kaset eo holl.


Nebuzaradan penn ar warded a harluas da Vabilon an nemorant eus ar bobl a oa chomet e kêr, ar re a oa en em rentet dezhañ, hag an nemorant eus ar bobl a vane.


An AOTROU a lakaas etre e zaouarn Jojakim roue Juda ha darn eus listri ti Doue, a gasas da vro Shinear, da di e zoue. Lakaat a reas al listri-mañ e ti teñzor e zoue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan