Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 7:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Zabad e vab, Shutela e vab, hag Ezer hag Elead. Tud Gad, bet ganet er vro, a lazhas anezho dre ma oant diskennet da dapout o zropelloù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 7:21
6 Iomraidhean Croise  

Mibien Efraim a voe: Shutela, Bered e vab, Takad e vab, Eleada e vab, Takad e vab,


Efraim o zad a voe er c'hañv e-pad kalz a zeizioù, hag e vreudeur a zeuas d'e frealziñ.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir eo en em roet ar Filistined d'ar veñjañs, oc'h en em veñjiñ faeüs en o ene, betek distrujañ holl dre gasoni peurbadus,


ha kalz a Yuzevien a oa deuet da gavout Marta ha Mari evit o frealziñ diwar-benn o breur.


Kas a rejont eta arc'h Doue da Ekron. Pa erruas arc'h Doue en Ekron, an Ekroniz a grias o lavarout: Degaset o deus deomp arc'h Doue Israel, evit hol lakaat da vervel, ni hag hor pobl!


Hag e kerc'hjont hag e tastumjont holl briñsed ar Filistined, hag e lavarjont: Petra a raimp gant arc'h Doue Israel? Hag e respontjont: Ra vo kaset arc'h Doue Israel betek Gad. Hag e tezougjont arc'h Doue Israel.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan