Ar roue a lavaras c'hoazh d'an aberzhour Zadok: Gwelout a rez? Distro e peoc'h e kêr, gant Akimaaz da vab ha Jonatan mab Abiatar, ho taou vab ganeoc'h.
Neuze Hushai a lavaras d'an aberzhourien Zadok hag Abiatar: Akitofel en deus roet ar c'huzul-mañ-kuzul da Absalom ha da henaourien Israel, me am eus roet ar c'huzul-mañ-kuzul.
Jonatan hag Akimaaz en em zalc'he en En-Rogel, hag ur vatezh a zeuas da lavarout dezho mont da gomz ouzh ar roue David. Rak eno ne c'hellent ket en em ziskouez en ur vont e kêr.
Servijerien Absalom a zeuas da gavout ar wreg-mañ en ti hag a lavaras dezhi: Pelec'h emañ Akimaaz ha Jonatan? Ar vaouez a respontas: Tremenet o deus ar wazh-dour. O vezañ o c'hlasket hep o c'havout, e tistrojont da Jeruzalem.
Akimaaz mab Zadok a lavaras c'hoazh da Joab: Petra bennak ma errufe, va lez da redek war-lerc'h Kushi. Joab a lavaras dezhañ: Perak e fell dit redek, va mab, pa'z eo gwir ne'c'h eus ket keloù mat da gas?
Ar roue en deus kaset evit mont gantañ an aberzhour Zadok, ar profed Natan, Benaja mab Jehojada, ar Geretiz hag ar Beletiz, o deus graet dezhañ pignat war vulez ar roue.
Hag Azaria an aberzhour-meur eus ti Zadok a respontas dezhañ: Abaoe ma vez degaset profoù da di an AOTROU, debret hon eus hag ez omp bet leuniet, hag ez eus manet a-leizh, rak an AOTROU en deus benniget e bobl, hag al lodenn vras-se eo ar pezh a zo manet.