Un hanter eus Galaad, Ashtarod hag Edrei, kêrioù rouantelezh Og e Basan, a voe da vibien Makir mab Manase, d'un hanter eus mibien Makir hervez o ziegezhioù.
Hag en tu all d'ar Jordan, dreist Jeriko war-zu ar sav-heol, e lakajont Bezer er gouelec'h, er blaenenn, eus meuriad Ruben, Ramod e Galaad, eus meuriad Gad, ha Golan e Basan, eus meuriad Manase.
Mibien Gershon eus tiegezh al Levited o doe diwar hanter-veuriad Manase ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Golan e Basan gant he douaroù, Beeshtera gant he douaroù, div gêr;
Mibien Gershon o doe dre ar sord trizek kêr diwar diegezhioù meuriad Isakar, diwar veuriad Aser, diwar veuriad Neftali ha diwar hanter-veuriad Manase e Basan.