Ha dre ma oa dorn mat hon Doue warnomp, e kasjont deomp un den a boell a-douez mibien Makli mab Levi, mab Israel, Sherebia, gant e vibien hag e vreudeur, triwec'h den,
a vo evitañ hag evit e lignez war e lerc'h, un emglev a velegiezh peurbadus, rak en deus bet gred evit e Zoue hag en deus graet dic'haou evit mibien Israel.
Moizez a gasas anezho d'ar brezel, mil dre veuriad, ha ganto Fineaz mab Eleazar an aberzhour, d'ar brezel gant an traoù santel hag an trompilhoù tregernus en e zaouarn.
ha Fineaz mab Eleazar mab Aaron en em zalc'he dirak an AOTROU en deizioù-se. Hag e lavarjont: Hag ez in c'hoazh d'an emgann a-enep mibien Benjamin va breudeur, pe e tlean en em virout? Hag an AOTROU a lavaras: Pignit, rak warc'hoazh me o lakaio etre ho taouarn.