16 Hag e voent o chom e Galaad, e Basan hag er c'hêriadennoù tro-dro, hag e douaroù en-dro da Saron, betek o harzoù.
Shitrai eus Saron war ar saout o peuriñ e Saron; Shafad mab Adlai war ar saout o peuriñ en traoniennoù;
Aki mab Abdiel, mab Guni, a voe penn-bras ti o zadoù.
Me eo rozenn Saron, lilienn an traoniennoù.
Bleuniañ a raio e-leizh hag e laouenaio, leuskel a raio kriadennoù a levenez ha kanaouennoù trec'h. Gloar al Liban a vo roet dezhañ, gant splannder ar C'harmel ha Saron. Gwelout a raint gloar an AOTROU ha splannder hon Doue.
Saron a vo ur peurvan d'an deñved, traonienn Akor a vo ur repu d'ar saout, evit va fobl en devo klasket ac'hanon.
Ar re holl a chome e Lidda hag e Saron a welas anezhañ hag en em zistrojont ouzh an Aotrou.
Moizez a roas ul lodenn da veuriad Gad, da vibien Gad, hervez o ziegezhioù.
Hennezh e voe hêrezh mibien Gad hervez o ziegezhioù, ar c'hêrioù-se hag o c'hêriadennoù.