Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 5:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Setu mibien Ruben kentañ-ganet Israel, rak eñ a oa ar c'hentañ-ganet; met dre m'en doa saotret gwele e dad, e henañded a voe roet da vibien Jozef mab Israel; koulskoude hemañ ne oa ket evit bezañ merket el lignezouriezh evel henañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 5:1
23 Iomraidhean Croise  

An AOTROU a lavaras: Div vroad a zo ez kof ha div bobl en em lodenno o tont ac’hanout. Unan eus ar pobloù-se a vo kreñvoc’h eget egile, hag an hini vrasañ a servijo an hini vihanañ.


Met Jakob a lavaras: Gwerzh din da gentañ da henañded.


Lea a goñsevas hag a c'hanas ur mab, hag en galvas Ruben, rak lavarout a reas: An AOTROU en deus sellet ouzh va glac'har ha bremañ va ozhac'h a garo ac'hanon.


E-pad ma voe Israel o chom er vro-se, e c'hoarvezas ma yeas Ruben da gousket gant Bilha adwreg e dad. Israel a glevas-se. Jakob en doa daouzek mab.


Setu anvioù mibien Israel a zeuas en Ejipt: Jakob hag e vibien. Ruben kentañ-ganet Jakob.


Bremañ, da zaou vab ganet dit e bro Ejipt a-raok ma'z on deuet da'z kavout en Ejipt, a vo din. Efraim ha Manase a vo din, evel Ruben ha Simeon.


Setu amañ mibien Israel: Ruben, Simeon, Levi, Juda, Isakar, Zabulon,


Mibien Hosa, a-douez mibien Merari, a voe: Shimri ar penn, lakaet da benn gant e dad daoust ma ne oa ket ar c'hentañ-ganet,


Setu pennoù-bras tiegezh o zadoù. Mibien Ruben, kentañ-ganet Israel: Hanok, Palu, Hezron ha Karmi. Setu aze tiegezhioù Ruben.


Ne zizoloi ket noazhder gwreg da dad, noazhder da dad eo.


Mar kousk un den gant gwreg e dad, e tizoloio noazhder e dad; bez’ e vint o-daou lakaet d’ar marv, o gwad a vo warno.


Setu anvioù an dud en em zalc'ho ganeoc'h: Evit Ruben, Elizur mab Shedeur,


Kora mab Jizehar mab Kehad mab Levi, gant Datan hag Abiram mibien Eliab, hag On mab Peled, o-zri mab Ruben, a zispac'has,


Ruben, kentañ-ganet Israel. Mibien Ruben: Hanok ha tiegezh an Hanokiz, Palu ha tiegezh ar Baluiz,


Klevout a reer lavarout a bep tu ez eus en ho touez gadaliezh, hag ur c’hadaliezh ken bras ma n’eo ket anvet zoken e-touez ar baganed. Evel-se unan ac’hanoc’h en deus kemeret gwreg e dad.


Anavezout a raio mab an hini gasaet evit ar c'hentañ-ganet, hag e roio dezhañ ul lodenn doubl eus ar pezh en devo, rak hemañ eo frouezh kentañ e nerzh, an henañded a vo dezhañ.


Milliget ra vo an hini a gousk gant gwreg e dad, dre ma tizolo pallenn e dad! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!


Bez' en deus kaerded ar c'hentañ-ganet eus e goleoù, e gerniel a zo kerniel ur bual; ganto e vroudo ar pobloù a-gevret, betek pennoù an douar, bez' ez int dekviliadoù Efraim, bez' ez int miliadoù Manase.


Eñ eo skeudenn an Doue diwelus, ar c’hentañ-ganet eus an holl grouadelezh.


Mibien Juda a dostaas ouzh Jozue e Gilgal, ha Kaleb mab Jefune ar C'henizian a lavaras: Gouzout a rez ar pezh en deus lavaret an AOTROU da Voizez den Doue e Kadesh-Barnea.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan