21 Mibien Shela mab Juda a voe: Er tad Leka, Laada tad Maresha, tiegezh kêr an oberourien a lin fin eus ti Ashbea,
Genel a reas c'hoazh ur mab hag e c'halvas anezhañ Shela. Juda a oa e Kezib pa c'hanas anezhañ.
Mibien Juda: Er, Onan, Shela, Perez, Zerak, met Er hag Onan a varvas e bro Ganaan. Mibien Perez a voe Hezron hag Hamul.
Mibien Juda a voe: Er, Onan, Shela, an tri a voe ganet dezhañ eus merc'h Shua ar Gananeadez. Er, kentañ-ganet Juda, a voe drouk dirak an AOTROU , a reas anezhañ mervel.
Mibien Simon a voe: Amnon, Rinna, Ben-Hanan, Tilon. Mibien Jishei a voe: Zoked ha Ben-Zoked.
Jokim, tud Kozeba, Joaz ha Saraf a renas war Voab, Jashubi-Lekem. Kement-se a zo traoù kozh.
Eus ar Shiloniz: Asaja ar c'hentañ-ganet hag e vibien.
Maaseja mab Baruk, mab Kolhoze, mab Hazaja, mab Adaja, mab Jojarib, mab Zakaria, mab Shiloni;
Ar re a labour lin fin a vo mezhek, evel ar re a wiad mezher gwenn.
Mibien Juda hervez o ziegezhioù: Shela ha tiegezh ar Shelaniz, Perez ha tiegezh ar Bereziz, Zerak ha tiegezh ar Zerakiz.
Keila, Akzib, Maresha. Ar c'hêrioù-se: nav, gant o c'hêriadennoù.