14 Meonotai a voe tad da Ofra. Seraja a voe tad da Joab, tad traonienn ar vicherourien, rak micherourien e oant.
Hag e harluas holl Jeruzalem, an holl bennoù hag an holl vrezelourien galonek, dek mil dalc'had, gant ar gilvizien hag an alc'houezerien. Ne vanas den a nemorant, nemet tud paour ar vro.
Mibien Kenaz a voe: Otniel ha Seraja. Mab Otniel a voe: Hatad.
Mibien Kaleb mab Jefune a voe: Iru, Ela, Naam. Mab Ela a voe: Kenaz.
Poderien e oant, hag en em zalc'hent er plantadegoù hag er parkeier, o vezañ o chom eno e-kichen ar roue, evit e labour.
Lod, Ono, traonienn ar Vicherourien.