11 Kelub breur Shuak a voe tad da Veir, a voe tad da Eshton.
Jabez a c'halvas Doue Israel o lavarout: Mar bennigez ac'hanon, ma astennez va harzoù, ma vez da zorn ganin, ma tiwallez ac'hanon eus ar gwalleur, en hevelep doare ma ne vin ket er glac'har...! Ha Doue a roas dezhañ ar pezh en doa goulennet.
Eshton a voe tad da diegezh Rafa, da Baseak, da Dekinna tad kêr Nakash. Ar re-se a voe tud Reka.