Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 4:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Jabez a c'halvas Doue Israel o lavarout: Mar bennigez ac'hanon, ma astennez va harzoù, ma vez da zorn ganin, ma tiwallez ac'hanon eus ar gwalleur, en hevelep doare ma ne vin ket er glac'har...! Ha Doue a roas dezhañ ar pezh en doa goulennet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 4:10
56 Iomraidhean Croise  

Me a lakaio ac'hanout da zont da vezañ ur vroad vras, me a vennigo ac'hanout, me a rento da anv bras. Hag e vi ur vennozh.


Tremen a reas ac'hane etrezek ar menez e sav-heol Betel, hag e fichas e deltennoù etre Betel er c'huzh-heol hag Ai er sav-heol. Sevel a reas eno un aoter d'an AOTROU hag e c'halvas anv an AOTROU.


Jakob a reas ur gouestl, o lavarout: Ma vez Doue ganin, ma tiwall ac'hanon er veaj a ran, ma ro bara din da zebriñ ha dilhad da wiskañ,


ha ma tistroan e peoc'h da di va zad, an AOTROU a vo va Doue


Lavarout a reas: Lez ac'hanon da vont, rak gouloù deiz a zo deuet. Hag eñ a lavaras: Ne lezin ket ac'hanout da vont ken na'z po va benniget.


Lavarout a reas: Petore anv ac'h eus? Hag eñ a lavaras: Jakob.


Lavarout a reas: Da anv ne vo ken Jakob met Israel. Rak gourenet ec'h eus gant Doue ha gant tud, ha trec'het ec'h eus.


Sevel a reas eno un aoter hag e c'halvas anezhi El-Elohe-Israel.


ra zeuio an ael en deus va dieubet a bep droug da vennigañ ar vugale-mañ, ra zougint va anv hag anv va zadoù Abraham hag Izaak ha ra kreskint fonnus bras war an douar!


Meulit an AOTROU , pedit e anv, roit da anavezout e-touez ar pobloù e oberoù bras!


Kelub breur Shuak a voe tad da Veir, a voe tad da Eshton.


Jabez a oa enoretoc'h eget e vreudeur, e vamm he doa e anvet Jabez o lavarout: Er boan eo em eus ganet anezhañ.


Ur c'hoapadenn evit e vignoned ez on-me, un den a c'halv Doue hag e respont dezhañ... Ur c'hoapadenn hoc'h eus graet eus un den reizh hag eeun!


Ra vo da zorn ur sikour din! Rak dibabet em eus da gemennadurioù.


An AOTROU a ziwallo ac'hanout diouzh pep droug, diwall a raio da ene.


Seveniñ a ra c'hoant an holl re a zouj anezhañ, klevout a ra o c'hriadenn hag e tieub anezho.


Diaraoget ec'h eus anezhañ gant bennozhioù mat, lakaet ec'h eus war e benn ur gurunenn aour fin.


O Doue! Krou ennon ur galon c'hlan, nevesa em diabarzh ur spered eeun,


Setu, e karez ar wirionez er galon, hag ec'h eus roet din da anavezout ar furnez e-barzh ennon.


Ra soupreno ar marv anezho, ra ziskennint bev e lec'h ar marv, rak emañ an droug en o chomlec'hioù, en o c'halonoù.


O Doue! Ar veuleudi a c'hortoz ac'hanout e Sion, eno e vo sevenet ar gouestloù graet dit.


E anv a chomo da viken. E anv a vo embannet e-keit ha ma lugerno an heol. Dre e anv e vior benniget. Galvet e vo eürus gant an holl vroadoù.


Moizez hag Aaron a voe e-touez e aberzhourien, ha Samuel e-touez ar re a c'halve e anv. Pediñ a raent an AOTROU, hag eñ a responte dezho.


Bennozh an AOTROU eo a binvidika, ha n'eus ket muioc'h a boan ganti.


Pella diouzhin al lorc'h hag ar gomz gaouiat. Na ro din na paourentez na pinvidigezh, met ro din ar bara am eus ezhomm,


Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.


An ezhommeien hag ar beorien a glask dour, ha n'eus ket; o zeod a zo disec'het gant an itik. Me an AOTROU o selaouo. Me Doue Israel ne zilezin ket anezho.


Va asped hag e respontin dit, hag e tisklêrin dit traoù bras ha kuzhet n'anavezez ket.


Pêr en doe soñj eus ar ger en doa Jezuz lavaret: A-raok ma kano ar c’hilhog, te az po va dinac’het teir gwech. Hag o vezañ aet er-maez, e ouelas gant c’hwervder.


ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen.


Ma ez pije anavezet, te ivez, da vihanañ en deiz-mañ a zo roet dit, an traoù a sell ouzh da beoc’h! Met bremañ kuzhet int da’z taoulagad.


Me a ro dezho ar vuhez peurbadus. Biken ne vint kollet ha den n’o lamo eus va dorn.


Lavarout a reas dezhañ an deirvet gwech: Simon mab Jona, hag ec’h eus karantegezh evidon? Pêr a voe glac’haret eus m’en doa lavaret an deirvet gwech: Hag ec’h eus karantegezh evidon? Eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.


Evidoc’h eo da gentañ en deus Doue savet e vugel Jezuz hag en deus e gaset d’ho pennigañ, evit tennañ pep hini ac’hanoc’h eus e fallagriezh.


Ra vo ar garantez hep pilpouzerezh. Kasait an droug hag en em stagit start ouzh ar mad.


Ho sentidigezh a zo anavezet gant an holl. Levenez am eus eta abalamour deoc’h. Met e c’hoantaan e vefec’h fur e-keñver ar mad ha glan e-keñver an droug.


da Iliz Doue a zo e Korint, d’ar re a zo bet santelaet e Jezuz-Krist, galvet da vezañ santel, gant ar re holl a c’halv e pelec’h bennak e vefent anv an Aotrou Jezuz-Krist, o Aotrou hag hon hini:


Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, eñ hag en deus hor benniget a bep seurt bennozhioù speredel el lec’hioù neñvel e Krist.


D’an hini a c’hell ober dre ar galloud a labour ennomp muioc’h eget na c’houlennomp ha na soñjomp,


Na dristait ket Spered-Santel Doue, siellet oc’h bet gantañ evit deiz an dasprenadur.


An Aotrou am dieubo eus pep ober drouk hag a saveteo ac’hanon evit e rouantelezh neñvel. Dezhañ ra vo ar gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Tamall ha kastizañ a ran ar re holl a garan. Az pez gred eta ha keuz.


Neuze Eli a respontas o lavarout: Kae e peoc'h, ha ra roio Doue Israel dit an dra ac'h eus goulennet digantañ.


Hag e c'hoarvezas ma koñsevas Anna, ha ma c'hanas ur mab en amzer dereat, hag e c'halvas e anv Samuel, rak, emezi, e c'houlennet em eus digant an AOTROU .


Hi a lavaras: Me az ped, va aotrou! Ken gwir ha ma vev da ene, va aotrou, me eo ar vaouez en em zalc'he ez kichen hag a bede an AOTROU .


Evit ar bugel-mañ eo e peden, hag an AOTROU en deus selaouet ouzhin em fedenn.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan