D'ar seizhvet bloaz ha tregont eus harlu Jojakin roue Juda, d'an daouzekvet miz, d'ar seizhvet warn-ugent eus ar miz, Evilmerodak roue Babilon, er bloaz ma teuas da roue, a adsavas penn Jojakin roue Juda, hag a dennas anezhañ eus an toull-bac'h.
An den-se, Konia, hag e vefe ur pod disprizus ha torret, ul lestr na ro ken a blijadur? Perak ez int taolet, eñ hag e lignez, stlapet en ur vro n'anavezont ket?