E servijerien a sammas anezhañ marv war ur c'harr, hag en degasjont da Jeruzalem, hag e voe sebeliet en e vez. Ha tud ar vro a gemeras Joakaz mab Joaz, hag ec'h olevjont anezhañ, hag en lakajont da roue e-lec'h e dad.
Faraon Neko a lakaas Eliakim mab Jozia da roue e-lec'h Jozia e dad, hag e troas e anv e Jojakim. Ha Joakaz, o vezañ bet kemeret, a zeuas d'an Ejipt e-lec'h ma varvas.
Pemp bloaz warn-ugent e oa Jojakim pa zeuas da roue, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem. Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU e Zoue.
Rak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn Shallum mab Jozia roue Juda, a renas war-lerc'h Jozia e dad, hag a zo aet kuit eus al lec'h-mañ: Ne zistroio ken,
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn Jojakim mab Jozia roue Juda: Ne vo ket gouelet warnañ en ur lavarout: Siwazh va breur, siwazh va c'hoar! Ne vo ket gouelet warnañ en ur lavarout: Siwazh aotrou, siwazh meurdez!