Met Josheba, merc'h ar roue Joram, c'hoar Akazia, a gemeras Joaz mab Akazia, hag e laeras anezhañ a-douez mibien ar roue a lakaed d'ar marv, hag e kuzhas anezhañ ouzh daoulagad Atalia, eñ gant e vagerez, e sal ar gweleoù, ha ne voe ket lakaet d'ar marv.
Pignat a rejont eta a-enep Juda, ec'h argadjont hag e preizhjont an holl binvidigezhioù en em gave e ti ar roue, hag e tegasjont ivez e vibien hag e wragez, en doare ma ne chomas mab ebet gantañ, nemet Joakaz, an hini yaouankañ eus e vibien.
Hemañ a zistroas da Jizreel evit pareañ, en abeg d'ar gloazioù o doa bet graet dezhañ e Rama, pa stourme a-enep Hazael roue Siria. Azaria (pe Akazia) mab Joram, roue Juda, a ziskennas da welout Joram mab Akab da Jizreel, dre ma oa klañv.