Gouzout a rez n'en doa ket gellet David va zad sevel un ti da anv an AOTROU e Zoue, en abeg d'ar brezel graet gant e enebourien en-dro dezhañ a bep tu, ken n'en defe o lakaet an AOTROU dindan e dreid.
Met komz an AOTROU a voe disklêriet din evel-henn: Skuilhet ec'h eus gwad e-leizh, graet ec'h eus brezelioù bras, ne savi ket un ti da'm anv, rak gwad e-leizh ac'h eus skuilhet war an douar dirazon.