7 Ar pevare, evit ar pevare miz, a oa Asael breur Joab, ha Zebadia e vab war e lerc'h; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.
Joab mab Zeruja, gant tud David, a yeas er-maez ivez, hag en em gavjont war-zu lenn Gabaon. Un darn en em zalc'he en tu-mañ d'al lenn, ha darn all en tu all d'al lenn.
Asael breur Joab a oa e-touez an tregont, Elkanan mab Dodo eus Betlehem,
Tud kadarn an arme a oa: Asael breur Joab, Elkanan mab Dodo eus Betlehem,
ar Benaja-mañ a oa kalonek e-touez an tregont, hag a-us d'an tregont; en e gevrenn e oa Amizadab e vab.
Ar pempvet, evit ar pempvet miz, a oa ar penn Shamhud eus Jizrak; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.