5 Penn an deirvet arme, evit an trede miz, a oa Benaja mab ar penn-aberzhour Jehojada; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent;
Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz, mibien David a oa e gentañ ofiserien.
Ar roue a lakaas Benaja mab Jehojada e penn an arme e lec'h Joab, hag e lakaas an aberzhour Zadok e lec'h Abiatar.
ha Zadok, den yaouank kreñv ha kalonek, ha daou benn-brezel warn-ugent eus ti e dad;
Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz, mibien David a oa ar re gentañ e-kichen ar roue.
goude Akitofel e voe Jehojada mab Benaja, hag Abiatar; Joab a oa pennjeneral arme ar roue.
War gevrenn an eil miz e oa Dodai an Akokiad; Miklod a oa ivez ur rener eus e gevrenn; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.
ar Benaja-mañ a oa kalonek e-touez an tregont, hag a-us d'an tregont; en e gevrenn e oa Amizadab e vab.