Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 27:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Mibien Israel hervez o niveradur, pennoù-tadoù, pennoù a vilieroù hag a gantoù, hag o ofiserien a oa e servij ar roue evit kement a selle ouzh ar c'hevrennoù, ar re a zeue e-barzh hag ar re a yae kuit, miz goude miz e-pad holl mizioù ar bloaz, pep kevrenn o vezañ pevar mil den warn-ugent.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 27:1
18 Iomraidhean Croise  

Setu amañ anvioù tud kadarn a oa gant David: Josheb-Basshebed an Takmonad a oa penn ar vrezelourien wellañ. Eñ eo an hini a savas e c'hoaf war eizh kant den, a lakaas da vervel en ur wech.


Ar verourien-se a bourveze ar roue Salomon hag an holl re a dostae ouzh taol ar roue Salomon, pep hini e-pad e viz, ha n'o lezent da vankout a netra.


Salomon en doa daouzek merour war holl Israel, a raent war-dro ar pourvezioù evit ar roue hag e di; pep hini a oa karget eus ar pourvezioù e-pad ur miz eus ar bloaz.


Hag e kasas anezho tro-ha-tro d'al Liban, dek mil bep miz. Bez' e oant ur miz el Liban ha daou viz er gêr. Adoniram a oa penn an aner-mañ.


Setu amañ pennoù an dud kadarn a oa gant David, hag a sikouras anezhañ gant holl Israel en e rouantelezh, evit e lakaat da ren, hervez komz an AOTROU diwar-benn Israel.


Ha David en em guzulias gant pennoù ar milieroù hag ar c'hantoù, ha gant holl renerien ar bobl.


E vreudeur, tud kadarn, a voe daou vil seizh kant penn tadoù. Ar roue David a lakaas anezho war ar Rubeniz, ar C'hadiz hag hanter-veuriad Manase, evit holl labour Doue hag evit servij ar roue.


War ar gevrenn gentañ, evit ar miz kentañ, e oa Jashobeam mab Zabdiel; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent;


David a zastumas e Jeruzalem holl bennoù Israel, pennoù ar meuriadoù, pennoù ar c'hevrennoù a servije ar roue, ar pennoù a vilieroù, ar pennoù a gantoù, ar re a velestre holl vadoù hag holl dropelloù ar roue, e vibien, ar spazhidi, an dud kadarn hag ar vrezelourien galonek.


Ar pennoù tadoù, pennoù meuriadoù Israel, pennoù ar milieroù hag ar c'hantoù, hag ar re a rene labourioù ar roue, a reas profoù a-youl-vat.


Salomon a gomzas ouzh holl Israel, ouzh ar pennoù a vilieroù hag a gantoù, ouzh ar varnerien, ouzh holl re vras Israel a-bezh, ar pennoù tadoù.


Moizez a zibabas a-douez holl Israel tud barrek hag o lakaas renerien war ar bobl, renerien a vilieroù, renerien a gantoù, renerien a hanter-kantoù ha renerien a zegoù.


Ha te, Betlehem Efrata, bihan e-touez milieroù Juda, ac'hanout eo e teuio din an hini a zle bezañ penn en Israel, an hini a zeu eus an amzerioù kentañ, a-dal an deizioù a-holl-viskoazh.


Kemeret em eus neuze pennoù ho meuriadoù, tud fur hag anavezet, ha lakaet em eus anezho evel pennoù warnoc'h: kabitened a vilieroù, kabitened a gantoù, kabitened a hanter-gantoù, kabitened a zegoù hag ofiserien e-touez ho meuriadoù.


Pell amzer goude m'en doa roet an AOTROU diskuizh da Israel eus e holl enebourien a oa en-dro dezhañ, Jozue a oa kozh hag oadet bras,


hag o lakaio ivez da bennoù a vilieroù ha da bennoù a hanterkantad, hag o lakaio da arat e barkeier, da zastum e eostoù, da ober e vinvioù-brezel ha tenn e girri.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan