5 Amiel ar c'hwec'hvet, Isakar ar seizhvet, Peultai an eizhvet, rak Doue en doa e venniget.
Hag e voe komzet ouzh ar roue David o lavarout: An AOTROU en deus benniget ti Obed-Edom ha kement a zo dezhañ, abalamour da arc'h Doue. Neuze ez eas David, hag e tegasas arc'h Doue eus ti Obed-Edom da gêr David, gant levenez.
Arc'h Doue a chomas tri miz gant tiegezh Obed-Edom, en e di. Hag an AOTROU a vennigas ti Obed-Edom ha kement a oa dezhañ.
Mibien Obed-Edom a voe: Shemaja ar c'hentañ-ganet, Jozabad an eil, Joak an trede, Sakar ar pevare, Nataneel ar pempvet,
Da Shemaja e vab e voe ganet mibien a renas e ti o zad, rak tud kreñv ha kalonek e oant.
Kanaouenn ar "Maalod". Eürus an den a zouj an AOTROU, hag a gerzh en e hentoù!