Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 26:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 D'ar c'hevrennoù-se a borzhierien, da bennoù an dud-se ha d'o breudeur, e voe roet kargoù evit servij ti an AOTROU .

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 26:12
7 Iomraidhean Croise  

Mont a rejont eta hag e c'halvjont porzhierien kêr evit disklêriañ ar c'heloù-se dezho o lavarout: Aet omp da gamp ar Siriz, ha setu, ne oa den eno na mouezh den e-barzh. N'eus nemet kezeg hag ezen stag, hag an teltennoù evel ma oant.


Hag e tennjont d'ar sord evit o c'hargoù, re vihan ha re vras, mistri ha diskibien.


Hilkija an eil, Tebalia an trede, Zakaria ar pevare. Holl vibien ha breudeur Hosa a oa trizek.


Hag e tennjont d'ar sord, re vihan ha re vras, hervez tiez o zadoù, evit pep dor.


Int hag o mibien a ziwalle dorojoù ti an AOTROU , ti an deltenn.


Al Leviad Kore mab Jimna, porzhier etrezek ar sav-heol, en doa mererezh ar profoù a-youl-vat kinniget da Zoue, evit lodennañ ar profoù savet d'an AOTROU hag an traoù santel-meurbet.


Ar ganerien mibien Azaf en em zalc'he en o lec'h, hervez gourc'hemenn David, Azaf, Heman ha Jedutun gwelour ar roue, hag ar borzhierien a oa ouzh pep dor. N'o doe ket da guitaat o servij, rak o breudeur Levited a briente ar pezh a oa evito.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan