10 Mibien Hosa, a-douez mibien Merari, a voe: Shimri ar penn, lakaet da benn gant e dad daoust ma ne oa ket ar c'hentañ-ganet,
hag Obed-Edom gant e vreudeur, eizh ha tri-ugent, Obed-Edom mab Jedutun hag Hosa evel porzhierien;
Hilkija an eil, Tebalia an trede, Zakaria ar pevare. Holl vibien ha breudeur Hosa a oa trizek.
Mibien Meshelemia gant e vreudeur, tud kadarn, a oa triwec'h.