Shemaja mab Natanael, ar skrib, eus meuriad Levi, a verkas anezho dirak ar roue hag ar briñsed, dirak Zadok an aberzhour, Akimelek mab Abiatar, ha dirak pennoù-tadoù an aberzhourien hag al Levited. Un ti tadel a voe tennet d'ar sord evit Eleazar, hag unan all a voe tennet evit Itamar.