Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 24:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Shemaja mab Natanael, ar skrib, eus meuriad Levi, a verkas anezho dirak ar roue hag ar briñsed, dirak Zadok an aberzhour, Akimelek mab Abiatar, ha dirak pennoù-tadoù an aberzhourien hag al Levited. Un ti tadel a voe tennet d'ar sord evit Eleazar, hag unan all a voe tennet evit Itamar.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 24:6
12 Iomraidhean Croise  

Zadok mab Akitub hag Abimelek mab Abiatar a oa aberzhourien, Shavsha a oa skrib,


Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoù nevez ha traoù kozh eus e deñzor.


Ur skrib a dostaas hag a lavaras dezhañ: Mestr, me a heulio ac’hanout e kement lec’h ma’z i.


An holl bobl en em zastumas evel un den hepken war al leurenn a zo dirak dor an Doureier. Hag e lavarjont da Ezdra ar skrib degas levr lezenn Moizez, he doa kemennet an AOTROU da Israel.


an Ezdra-mañ a bignas eus Babilon. Bez' e oa ur skrib desket e lezenn Moizez, en doa roet an AOTROU, Doue Israel. Hag ar roue a roas dezhañ an holl draoù en doa goulennet, dre ma oa dorn an AOTROU e Zoue warnañ.


a evezhie ar re a zouge bec'hioù hag ar re a laboure e servijoù a bep seurt; bez' e oa ivez skribed, skoazellerien ha porzhierien a-douez al Levited.


Ar re-se a voe mibien Levi hervez tiez o zadoù, ar pennoù-tadoù hervez o niveradur dre anv, niveret dre benn. Labourat a raent e servij ti an AOTROU , adalek an oad a ugent vloaz hag uheloc'h.


Elihoref hag Akija mibien Shisha, a oa skribed; Jozafad mab Akilud a oa diellour;


penaos ez eas e ti Doue, en amzer Abiazar ar beleg-meur, hag e tebras baraoù a ginnig, petra bennak na c’helle o debriñ nemet ar veleien hepken, hag e roas lod ivez d’ar re a oa gantañ?


Ar sord kentañ a zegouezhas da Jehojarib, an eil da Jedaja,


Int ivez, evel o breudeur mibien Aaron, a dennas d'ar sord dirak ar roue David, Zadok, Akimelek, ha pennoù-tadoù an aberzhourien hag al Levited. Hag evel-se e voe, evit ur penn tadoù hag evit an disterañ eus e vreudeur.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan