Int ivez, evel o breudeur mibien Aaron, a dennas d'ar sord dirak ar roue David, Zadok, Akimelek, ha pennoù-tadoù an aberzhourien hag al Levited. Hag evel-se e voe, evit ur penn tadoù hag evit an disterañ eus e vreudeur.
En em gavout a reas e-touez mibien Eleazar muioc'h a bennoù eget e-touez mibien Itamar, hag e voent rannet evel-se: pennoù tiez o zadoù evit mibien Eleazar, c'hwezek; pennoù tiez o zadoù evit mibien Itamar, eizh.
Shemaja mab Natanael, ar skrib, eus meuriad Levi, a verkas anezho dirak ar roue hag ar briñsed, dirak Zadok an aberzhour, Akimelek mab Abiatar, ha dirak pennoù-tadoù an aberzhourien hag al Levited. Un ti tadel a voe tennet d'ar sord evit Eleazar, hag unan all a voe tennet evit Itamar.
Lakaat a reas, hervez urzh David, kevrennoù an aberzhourien hervez o servijoù, hag al Levited hervez o c'hargoù, evit meuliñ hag evit servijañ dirak an aberzhourien, hervez ar servij pemdeziek, hag ar borzhierien hervez o c'hevrennoù, ouzh pep dor; rak evel-se en doa gourc'hemennet David, den Doue.
Dont a reas David da Nob, da gavout an aberzhour Akimelek. Spouronet e voe Akimelek, hag e redas en arbenn da Zavid hag e lavaras dezhañ: Perak ez out da-unan, ha n'eus den ganit?