Hag e lakai ar gourizoù da Aaron ha d'e vibien, hag e stagi ar mintroù dezho. Ar velegiezh a vo dezho dre ur gourc'hemenn peurbadus. Gouestlañ a ri Aaron hag e vibien.
Moizez a lavaras da Aaron, ha da Eleazar ha da Itamar, ar vibien a vane dezhañ: Kemerit an donezonoù a zo manet eus ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU, hag henn debrit hep goell e-kichen an aoter, rak un dra santel-meurbet eo.
Te ha da vibien ganit a viro ar servij evel aberzhourien e kement a sell ouzh an aoter hag ouzh ar pezh a zo e diabarzh ar ouel, ho servij e vo. Reiñ a ran deoc'h ar velegiezh, ar servij roet deoc'h eo. An diavaeziad a dostaio a vo lakaet d'ar marv.
Nadab hag Abihu a varvas dirak an AOTROU pa ginnigjont un tan estren dirak an AOTROU e gouelec'h Sinai; n'o doa ket a vibien. Eleazar hag Itamar a servijas evel aberzhourien gant Aaron o zad.