Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 23:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Bez' e oa en o zouez pevar mil warn-ugent evit eveshaat ouzh labour ti an AOTROU , c'hwec'h mil evel skribed ha barnerien,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 23:4
16 Iomraidhean Croise  

o breudeur, al Levited, a oa karget eus an holl servijoù eus tabernakl ti an AOTROU .


Jozafad a lakaas ivez e Jeruzalem Levited, aberzhourien ha pennoù tadoù Israel, evit ar varnedigezh hervez an AOTROU, hag evit ar breutadegoù a zistrofe da Jeruzalem.


Jehojada a lakaas kargoù ti an AOTROU etre daouarn an aberzhourien Levited, ar re en doa lodennet David evit ti an AOTROU, evit kinnig loskaberzhoù d'an AOTROU, evel m'eo skrivet e lezenn Moizez, gant levenez ha kanaouennoù, hervez urzhioù David.


a evezhie ar re a zouge bec'hioù hag ar re a laboure e servijoù a bep seurt; bez' e oa ivez skribed, skoazellerien ha porzhierien a-douez al Levited.


Penn al Levited e Jeruzalem a oa Uzzi mab Bani, mab Hashabia, mab Matania, mab Mika, a-douez mibien Azaf, ar ganerien karget eus al lidoù e ti Doue,


Joel mab Zikri a oa lakaet warno, ha Juda mab Senua a oa eil-rener kêr.


Pa c'hoarvezo un tabut bennak, en em zalc'hint d'ar varn, hag e varnint hervez va barnedigezhioù. Hag e virint va lezennoù ha va reolennoù em holl c'houelioù, hag e santelaint va deizioù sabad.


Rak muzelloù an aberzhour a zle mirout an anaoudegezh, hag eus e c'henoù e klasker al lezenn, rak kannad AOTROU an armeoù eo.


Lakait eta evezh ouzhoc’h hoc’h-unan hag ouzh an holl dropell en deus ar Spered-Santel ho lakaet eskibien warnañ, da beuriñ Iliz Doue en deus prenet gant e wad e-unan.


Lakaat a ri barnerien hag ofiserien en holl c'hêrioù a roio an AOTROU da Zoue dit, hervez da veuriadoù. Hag e tougint barnedigezhioù reizh d'ar bobl.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan