Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 22:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Setu, ur mab a vo ganet dit, hag e vo un den a beoc'h, hag e roin dezhañ diskuizh dirak e holl enebourien tro-dro, rak e anv a vo Salomon, hag e roin ar peoc'h hag ar sioulded da Israel e vuhez-pad.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 22:9
24 Iomraidhean Croise  

Kae, kae da di ar roue David, ha lavar dezhañ: Ha ne'c'h eus ket touet da'z servijerez, o roue va aotrou, en ur lavarout: A-dra-sur Salomon da vab a reno war va lerc'h hag a azezo war va zron? Perak eta e ren Adonija?


Hag e lavaras: Gouzout a rez e oa ar rouantelezh din, hag e c'hortoze holl Israel ma renfen. Met distroet eo ar rouantelezh ha degouezhet da'm breur, rak an AOTROU en deus he roet dezhañ.


Ha bremañ, AOTROU va Doue, lakaet ec'h eus da servijer da ren e lec'h David va zad, ha n'on nemet un denig yaouank, n'ouzon ket penaos en em ren.


Juda hag Israel a oa niverus evel an traezh a zo war aod ar mor, ken niverus e oant. Debriñ, evañ ha laouenaat a raent.


Ren a rae war an holl vroioù a oa en tu-mañ d'ar stêr adalek Tifsak betek Gaza, war an holl rouaned eus an tu-mañ d'ar stêr, hag e oa e peoc'h gant an holl re a oa tro-dro, a bep tu.


Juda hag Israel a oa o chom e surentez, pep hini dindan e winienn ha dindan e fiezenn, adalek Dan betek Beer-Sheba, e-pad holl buhez Salomon.


Ha bremañ an AOTROU va Doue en deus roet din diskuizh a bep tu; ne'm eus na enebour na tra diaes ebet.


Benniget ra vo an AOTROU en deus roet diskuizh d'e bobl Israel, hervez kement en doa lavaret. N'eus ket kouezhet ur ger hepken eus an holl gomzoù mat en doa disklêriet dre Voizez e servijer.


Pa vo peurechu da zeizioù hag ez i kuit gant da dadoù, e savin da lignez war da lerc'h, unan eus da vibien, ha me a startaio e ren.


Ha n'emañ ket an AOTROU ho Toue ganeoc'h? Ha n'en deus ket roet deoc'h diskuizh a bep tu? Rak roet en deus etre va daouarn tud ar vro, hag ar vro a zo sujet dirak an AOTROU ha dirak e bobl.


Dalc'het ec'h eus e-keñver da servijer David va zad d'ar pezh az poa prometet dezhañ. Hag ar pezh ac'h eus lavaret gant da c'henoù, da zorn en deus e sevenet, evel ma weler hiziv.


Ma ro ehan, piv a gondaono? Ma kuzh e zremm, piv a sello outañ? E-keñver ur bobl pe e-keñver un den, evel-se e ra,


Eus Salomon. O Doue, ro da varnedigezhioù d'ar roue, ha da reizhder da vab ar roue!


En e zeizioù e vleunio an den reizh, hag e vo ur fonnusted a beoc'h, betek ma ne vo ken al loar.


AOTROU, ar peoc'h a roi deomp, rak kement a reomp, te eo an hini en peurc'hra ennomp.


Me a stumm ar sklêrijenn, me a grou an deñvalijenn, me a ra an eurvad, me a grou ar gwalleur, me an AOTROU a ra kement-se.


Me a grou ar pezh a zo displeget gant ar muzelloù: Peoc'h, peoc'h d'an hini a zo pell ha d'an hini a zo tost, eme an AOTROU. Ya, e yac'haat a rin.


Rak evel-henn e komz an AOTROU: Mont a ran da lakaat ar peoc'h da ruilhañ etrezek enni evel ur stêr, ha gloar ar broadoù evel ur froud o tic'hlannañ. Hag e viot bronnet, douget war an divrec'h ha kañjolet war an daoulin.


Gloar an ti diwezhañ-mañ a vo brasoc'h eget hini ar c'hentañ, eme AOTROU an armeoù. Hag e lakain ar peoc'h el lec'h-mañ, eme AOTROU an armeoù.


Eno e savas Gedeon un aoter d'an AOTROU, hag e c'halvas anezhi: AOTROU a beoc'h. Emañ c'hoazh hiziv en Ofra, war diriad Abiezer.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan