Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 22:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 David a lavaras da Salomon: Va mab, c'hoant am boa me va-unan da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 22:7
16 Iomraidhean Croise  

Pa voe ar roue staliet en e di, hag en doe an AOTROU roet peoc'h dezhañ eus e holl enebourien tro-dro,


Ra vo da zaoulagad digor, noz ha deiz, war an ti-mañ, war al lec'h ma ec'h eus lavaret diwar e benn: Va anv a vo aze. Selaou ar bedenn a ra da servijer dit el lec'h-mañ.


An AOTROU a lavaras dezhañ: Selaouet em eus da bedenn hag ar goulenn ac'h eus graet ouzhin. Santelaet em eus an ti-mañ ac'h eus savet evit lakaat ennañ va anv da viken. Va daoulagad ha va c'halon a vo bepred eno.


Bremañ lakait ho kalonoù hag hoc'h ene da glask an AOTROU ho Toue, savit, grit ur santual d'an AOTROU Doue, evit degas arc'h emglev an AOTROU ha listri santel Doue d'an ti a zle bezañ savet da anv an AOTROU .


Ha c'hoazh, em c'harantez evit ti va Doue, e roan evit ti va Doue, ouzhpenn an holl draoù am eus kempennet evit ti ar santual, aour hag arc'hant eus va zeñzor din va-unan:


Setu, emaon o vont da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue, evit e ouestlañ dezhañ, evit ma vo lakaet da vogediñ dirazañ an ezañs a c'hwezh-vat, evit ma vo kinniget dalc'hmat dezhañ ar baraoù a ginnig, evit al loskaberzhoù d'ar mintin ha d'an abardaez, d'an deizioù sabad, d'al loarioù nevez ha da ouelioù an AOTROU hon Doue, ar pezh a vo graet da viken gant Israel.


Hag an Doue en deus lakaet e anv da chom eno, da zistrujo kement roue ha kement pobl en devo astennet e zorn da gemmañ an urzh-mañ ha da zistrujañ ti Doue a zo e Jeruzalem. Me Dariuz am eus roet an urzh-se. Ra vo sentet buan outañ.


ken na'm bo kavet ul lec'h evit an AOTROU, ur chomlec'h evit Galloudeg Jakob!


Neuze e vo ul lec'h dibabet gant an AOTROU ho Toue evit lakaat e anv da chom ennañ. Eno e tegasot kement a c'hourc'hemennan deoc'h, ho loskaberzhoù, hoc'h aberzhoù, ho teogoù, ar profoù savet eus ho taouarn, pep prof ho po dibabet evit seveniñ ur gouestl ho po graet d'an AOTROU.


Mard eo pell diouzhit al lec'h dibabet gant an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennañ, e c'helli lazhañ eus da loened bras hag eus da loened bihan evel ma em eus gourc'hemennet dit, hag e c'helli o debriñ e-barzh da zorojoù hervez c'hoantoù da ene.


met klask a reot anezhañ el lec'h en devo dibabet an AOTROU ho Toue a-douez hoc'h holl veuriadoù, evit lakaat e anv da chom ennañ; dont a ri eno.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan