Hag ar roue David a savas war e dreid hag a lavaras: Va breudeur ha va fobl, selaouit-me! C'hoant am boa da sevel un ti diskuizh da arc'h emglev an AOTROU , hag evit skabell treid hon Doue, ha prest e oan d'ober.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu m'eo tost an deiz ma varvi. Galv Jozue, en em gavit e teltenn an engalv, hag e roin dezhañ va urzhioù. Moizez ha Jozue a yeas d'en em gavout e teltenn an engalv.
Hag e roas urzhioù da Jozue mab Nun o lavarout: En em galoneka ha bez kreñv! Rak te a zereno mibien Israel d'ar vro am eus touet dezho, ha me a vo ganit.