1 Danevelloù 22:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned5 Ha David a lavare: Va mab Salomon a zo yaouank ha tener, hag an ti a zo da sevel d'an AOTROU a zle bezañ savet uhel-meurbet, evit kaout brud ha gloar en holl vroioù. Fellout a ra din eta kempenn evitañ an holl draoù. Hag e kempennas David traoù e-leizh a-raok e varv. Faic an caibideil |
Setu, emaon o vont da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue, evit e ouestlañ dezhañ, evit ma vo lakaet da vogediñ dirazañ an ezañs a c'hwezh-vat, evit ma vo kinniget dalc'hmat dezhañ ar baraoù a ginnig, evit al loskaberzhoù d'ar mintin ha d'an abardaez, d'an deizioù sabad, d'al loarioù nevez ha da ouelioù an AOTROU hon Doue, ar pezh a vo graet da viken gant Israel.