Salomon a gasas da gavout Huram roue Tir, da lavarout dezhañ: Gra evidon evel ma ec'h eus graet evit David va zad, o kas dezhañ sedrez da sevel un ti evit chom ennañ.
Hag e rojont arc'hant d'ar venerien ha d'ar gilvizien, ha boued, evajoù hag eoul d'ar Sidoniz ha d'an Diriz, evit degas koad sedrez eus al Liban da vor Jafo, hervez an aotre roet gant Kiruz roue Persia.