Ha mar lavarit din: Ni a laka hor fiziañs en AOTROU hon Doue, daoust ha n'en deus ket lamet Ezekiaz e uhellec'hioù hag e aoterioù, en ur lavarout da Juda ha da Jeruzalem: Dirak an aoter-mañ e Jeruzalem e stouot?
Salomon a stagas da sevel ti an AOTROU e Jeruzalem, war Venez Moria a oa bet diskouezet da Zavid e dad, el lec'h end-eeun kempennet gant David, war leur Ornan ar Jebuzad.
Ha n'eo ket eñ, Ezekiaz, an hini en deus lamet kuit e uhellec'hioù hag e aoterioù, hag en deus roet an urzh-mañ da Juda ha da Jeruzalem o lavarout: Dirak un aoter hepken e stouot, ha warni e lakaiot da vogediñ?
Neuze e vo ul lec'h dibabet gant an AOTROU ho Toue evit lakaat e anv da chom ennañ. Eno e tegasot kement a c'hourc'hemennan deoc'h, ho loskaberzhoù, hoc'h aberzhoù, ho teogoù, ar profoù savet eus ho taouarn, pep prof ho po dibabet evit seveniñ ur gouestl ho po graet d'an AOTROU.