Joab a respontas: Ra fello d'an AOTROU kreskiñ e bobl kant gwech kement ha ma'z eo, o roue va aotrou! Ha n'int ket holl servijerien va aotrou? Perak e klask va aotrou kement-se? Perak e vefe Israel tamallet a gement-se?
Joab a roas da Zavid roll niveradeg ar bobl. Bez' e oa en holl Israel ur milion kant mil den o tennañ ar c'hleze, hag e Juda pevar c'hant dek mil den ha tri-ugent o tennañ ar c'hleze.