Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 21:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Joab a respontas: Ra fello d'an AOTROU kreskiñ e bobl kant gwech kement ha ma'z eo, o roue va aotrou! Ha n'int ket holl servijerien va aotrou? Perak e klask va aotrou kement-se? Perak e vefe Israel tamallet a gement-se?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 21:3
15 Iomraidhean Croise  

Abimelek a c'halvas ivez Abraham hag a lavaras: Petra ac'h eus graet deomp? Hag e petra em eus manket dit, ma ec'h eus lakaet da zont warnon ha war va rouantelezh ur pec'hed ken bras? Graet ec'h eus em c'heñver traoù na dleer ket ober.


Hag e teroio Israel en abeg da bec'hedoù Jeroboam, en deus pec'het ha lakaet Israel da bec'hiñ.


Neuze ar roue Joaz a c'halvas an aberzhour Jehojada hag an aberzhourien all, hag a lavaras dezho: Perak n'hoc'h eus ket dreset toulloù-freuz an ti? Bremañ eta ne gemerot ken arc'hant digant ar re a anavezit, met e roiot anezhañ evit toulloù-freuz an ti.


Bez kreñv, diskouezomp kalon evit hor pobl hag evit kêrioù hon Doue. Ra vo graet gant an AOTROU evel ma kavo mat.


Met komz ar roue a drec'has war Joab, ha Joab a yeas hag a redas Israel eus ur penn d'egile. Goude e tistroas da Jeruzalem.


An AOTROU a roio deoc'h madoù, deoc'h ha d'ho pugale.


Pa ri kont mibien Israel evit o niveradeg, pep hini anezho a raio ur prof d'an AOTROU evit daspren e ene pa vint niveret, ha ne vint skoet a c'houli ebet pa vint niveret.


Moizez a lavaras da Aaron: Petra he deus graet ar bobl-mañ dit, ma ec'h eus tennet warni ur pec'hed ken bras?


E niver bras ar bobl emañ gloar ar roue, met pa vank ar bobl emañ rivin ar priñs.


Kresket ec'h eus ar vroad, AOTROU, kresket ec'h eus ar vroad, hag ar c'hloar a zo roet dit. Astenn holl harzoù an douar!


da lignez a vije evel an traezh, ha diskennidi da gof evel e c'hreun, da anv ne vije ket bet lamet na diverket a-zirazon.


Ra gresko ac'hanoc'h c'hoazh an AOTROU, Doue ho tadoù, mil gwech kement all, ha ra vennigo ac'hanoc'h evel m'en deus lavaret deoc'h!


Dont a rejont da gavout mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase, da vro C'halaad, hag e komzjont outo o lavarout:


Na rit ket an traoù-se, va mibien. Ar vrud a glevan n'eo ket mat, lakaat a rit da bec'hiñ pobl an AOTROU .


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan